Mont d’an endalc’had

Jacqueline Rivière

Eus Wikipedia

Jacqueline Rivière a oa anv-pluenn Jeanne Joséphine Spallarossa (Brive 1851 - Pariz 1920), pennskriverez ar gelaouenn c'hallek La Semaine de Suzette, embannet evit merc'hedigoù ar gevredigezh uhel adalek 1905, kronikerez ar Veillées des Chaumières evel Tante Jacqueline.

Ganet e oa e Brive, e 1851. He zad, Jean Baptiste Spallarossa, genidik a Gorsika, a oa un ofiser en arme c'hall hag a zimezas d'ur vaouez a renk uhel, Elisabeth Marie Martine de Gilibert de Merlhiac, kar d'an tiegezh La Tour d'Auvergne, brudet gant ar brezelour Turenne (1611-1675). Daou vreur ha div c'hoar he doa Jeanne Joséphine.

He zad-kozh a-berzh mamm, Marie Martin Guillaume de Gilibert de Merlhiac, a oa ofiser er morlu, met kuitaat a reas micher an armoù da skrivañ. Eñ marteze an hini a roas c'hoant dezhi da skrivañ diwezhatoc'h.

Dimezet e voe da 22 vloaz, en 1877, da Alexandre Bernhardt. Met a-raok-se o doa bevet a-gevret ha bet ur verc'h anvet Suzanne. Kregiñ a reas Jeanne da skrivañ ha da gentañ e reas gant an anvioù-pluenn Bernard La Roche, ha Bernard de Laroche, pa embannas romantoù, ur pemzek bennak, etre 1878 ha 1900. Torret e voe an dimeziñ en 1899, hag adal 1902 e reas gant an anv-pluenn Jacqueline Rivière.

En 1905 e voe anvet da bennskriverez ur gelaouenn nevez, La Semaine de Suzette, ma sine Tante Jacqueline. Ur vatezh a Vreizh he doa, ha hi a voe patrom istorioù Bécassine, a veze treset gant Joseph Pinchon.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]