Aspasia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pezh marbr herm e Mirdioù ar Vatikan, anv Aspasia skrivet war ar sichenn. Dizoloet e voe e 1777, eildelwenn roman eus un delwenn hellazat eus ar Vvet kantved kent JK, ha marteze maen-bez Aspasia.

Aspasia (war-dro 470 kent JK [1][2]– war-dro 400 kent JK,[1][3] (Ἀσπασία e gregach) a oa ur vaouez eus Miletos brudet abalamour ma taremprede ar politikour atenat Perikles[4] ha ma oa un hetaira.

He buhez[kemmañ]

N'ouzer ket nemeur a dra diwar-benn he buhez. En Aten e veve ha levezoniñ a reas Perikles ha politikerezh kêr Aten. Meneget eo hec'h anv e skridoù Platon, Aristofanes, Ksenofon, ha re all, c'hoazh.

Skrivet o deus ivez e oa ur c'hast hag un houlierez, goude ma ne vije ket a-du an istorourien a vremañ, abalamour, emezo, ma oa skrivagnerien flemmus darn eus ar skrivagnerien-se hag e felle dezho noazout da Berikles.[5]

Istorourien all a lavar zoken ne oa ket un hetaira, nag ur c'hast, hag e oa dimezet da Berikles. Ur mab he doa bet gantañ, anvet Perikles ar Yaouankañ, a voe jeneral en arme Aten, hag a voe lakaet d'ar marv war-lerc'h emgann Arginusae. Soñjal a reer e voe serc'h da Lysicles, ur politikour all, ha jeneral ivez, war-lerc'h marv Perikles an Henañ.

Yaouankiz[kemmañ]

Ganet e oa Aspasia e kêr Miletos, a zo hiriv e proviñs Aydın, e Turki. Diwar he ziegezh n'ouzer nemet gwall nebeut a dra: Axiochus e oa anv he zad, hag anat e oa e oa un den a beadra rak ne oa nemet tud pinvidik hag a c'halle paeañ evit un deskadurezh vat evel an hini he devoa bet. Hervez skridoù kozh zo e c'hallje bezañ bet ur brizoniadez a vrezel deuet da vout sklavez, met ne n'eus tamm kred ebet enno..[β][6]Petra zo kaoz e teuas da Aten n'ouzer ket gwelloc'h. Dizoloet ez eus ur bez eus ar IVvet kantved ha skrivet warnañ anvioù Axiochus hag Aspasius. Diwar-se en deus klasket an istorour Peter K. Bicknell adsevel tiegezh Aspasia hag e liammoù gant Aten. Hervezañ e oa liammet gant Alkibiades II Scambonidae, a voe harluet (ostrakizet) eus Aten e 460 kent JK, hag en dije tremenet amzervezh e harlu e Miletos. [1] Bicknell a gav dezhañ ez eas an Alkibiades koshañ, war-lerc'h e harlu, da Miletos, da zimeziñ da verc'h un den anvet Axiochus. Distroet e vije neuze da Aten gant e wreg nevez hag he c'hoar yaouankañ, Aspasia. Hervez Bicknell e oa anvet Axiochus o bugel kentañ (eontr an Alcibiades brudet), hag Aspasios an eil. Lavarout a ra ivez e reas Perikles anaoudegezh gant Aspasia en abeg d'e zarempredoù gant tiegezh Alkibiades.[7]

Ar vuhez en Aten[kemmañ]

Sokrates o tennañ Alkibiades a-dre divvrec'h Aspasia, Jean-Baptiste Regnault, 1785

Hervez testenioù ar skrivagnerien gozh eta, ha mont a ra un nebeud istorourien a vremañ a du ganto memes tra, e teuas Aspasia da vezañ un hetaira en Aten, ha moarvat da ren ur fouzhlec'h.[8][9] An hetairezed a oa dudierezed a vicher ha tud a renk uhel.

Ouzhpenn bout koant ne oant ket evel merc'hed all kêr Aten, rak desket e oant, desket-bras zoken evel Aspasia, dizalc'h evit an arc'hant, ha paeañ tailhoù a raent ivez. [10][11] Merc'hed "dieubet" a-walc'h e oant eta, hag Aspasia a zo ur skouer anezho.[10][12] Hervez Ploutarc'hos e veze keñveriet Aspasia ouzh Targelia, un hetaira a wechall, eus Ionia ivez. [13] Evel estrenez ha marteze hetaira ouzhpenn, e oa diac'hub diouzh redioù ur wreg serret warni dorioù he zi, ha dre se e oa aotreet dezhi kemer perzh e buhez foran ar geoded. Dont a reas neuze da vout serc'h ar politkour Perikles war-dro penn-kentañ ar bloavezhioù 440. Torret e voe an dimeziñ etrezañ hag e wreg (war-dro 445), ha mont a reas Aspasia da chom gantañ, goude ma n'eo ket peursur e oant dimezet. [14]

O mab, Perikles ar Yaouankañ, a voe ganet war-dro 440 moarvat. Gwall yaouank e oa Aspasia, ma c'hanas ur bugel all diwar Lysicles war-dro 428 kent JK.[15]

Sokratez o kerc'hat Alkibiades e ti Aspasia, gant Jean-Léon Gérôme (1824–1904), livet e 1861.

Flemmadoù ha tamalloù[kemmañ]

Brudet e oa Aspasia da c'houzout kaozeal ha kuzuliañ ha n'eo ket hepken evel un dra gaer da welout. Hervez Ploutarc'hos, e teuas o zi en Aten da vezañ ul lec'h darempredet gant ar speredoù lemmañ hag ar gwellañ skrivagnerien ha prederourien, betek Sokrates. A-hervez e teue ar wazed gant o gwragez zoken d'he selaou.[16]

Dibenn he buhez[kemmañ]

Penn-ha-brusk Perikles, Altes Museum (Old Museum), Berlin.

Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Danielle Jouanna, Aspasie de Milet, Fayard, Paris, 2005 (ISBN 221361945X).
  • Nicole Loraux, « Aspasie, l'étrangère, l'intellectuelle », La Grèce au Féminin, Belles Lettres, en dastumad « Histoire », Paris, 2003, p. 133-164, (ISBN 2-251-38048-5).
  • Claude Mossé, La Femme dans la Grèce antique, Complexe, Bruxelles, 1999 (kentañ embannadur e 1983) (ISBN 2-87027-409-2).
  • Cecilia Cozzi. Aspasia, story of a woman, historical novel (italian), David and Matthaus, 2014 Italy ISBN 978-88-98899-01-2

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 1,2 D. Nails, The People of Plato, 58–59
  2. P. O'Grady, Aspasia of Miletus
  3. A.E. Taylor, Plato: The Man and his Work, 41
  4. S. Monoson, Plato's Democratic Entanglements, 195
  5. R.W. Wallace, Review of Henry's book
  6. J. Lendering, Aspasia of Miletus
  7. P.J. Bicknell, Axiochus Alkibiadou, Aspasia and Aspasios, 240–250
  8. Aristophanes, Acharnians, 523-527
  9. R. Just,Women in Athenian Law and Life",144
  10. 10,0 10,1 "Aspasia". Encyclopaedia Britannica. (2002). 
  11. A. Southall, The City in Time and Space, 63
  12. B. Arkins,Sexuality in Fifth-Century Athens
  13. ref name="Pl24">Plutarch, Pericles, XXIV
  14. M. Ostwald, Athens as a Cultural Center, 310
  15. P.A. Stadter, A Commentary on Plutarch's Pericles, 239
  16. H.G. Adams, A Cyclopaedia of Female Biography, 75–76

Liammoù diavaez[kemmañ]