Mont d’an endalc’had

Kaoc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Anvioù ar c'haoc'h)
Abon, pe kaoc'h-kezeg, unan eus ar gwellañ temzoù zo
Ur veuzelenn a vez graet eus kac'hadenn ar saout

Ar c'haoc'h, anvet mon ha fank ivez, eo an anv boas a reer eus an danvez a vez skarzhet eus korf an dud pe al loened, pa vezont o kac'hat goude ma vez koazhet o boued gante. Kemm a ra arvez ar c'haoc'h hervez yec'hed korf an dud pe al loened hag o magadurezh, ha gallout a ra bezañ kalet a-walc'h pe dourek.

An hini a gac'h a zo yac'h, a lavar furnez ar bobl. Ar fank hag e evezherezh zo unan eus ahelioù eus yec'hedoniezh ar boued met ivez eus ar yec'hedoniezh dre vras.

Aozadur ar fank reizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Fank ur babig

Ar fank (etre 150 ha 200 g bemdez) zo dilerc'hiad ar boued koazhet, ur wezh tremenet er benvegad koazhañ]].

Cheñch a ra aozadur ar fank hervez ar boue a vez debret[1]. Er fank reizh ez eus dour (75–85%) dour ha danvez sec'h (18–22%).

E-mesk an danvezioù sec'h-se ez eus :

  • elfennoù organek (85–90%) a zo neudennoù kelluloz a ya d'ober ar pep brasañ eus ar plant hag eus neudennoù ar c'higennoù n'haller ket koazhañ ;
  • azot (5–7%)
  • fosfor (3–5%)
  • potasiom (1–2,5%)
  • hadennoù saprofit (dizañjer evit ar yec'hed) hag a gaver er bouzelloù.

Krouet e vez albumin gant ar bouzelloù, met koazhet e vez ha ne vez ket adkavet er fank. Kavout a reer avat un nebeud enzimoù oberiant c'hoazh, evel ar c'himotripsin ha kalz bakteri.

Dont a ra e liv gell eus enlivadoù ar vestl : stercobilin hag urobilin.

E fank un den yac'h e kaver nebeut a lipidoù met kalz neudennoù ha druzoni n'hallont ket bezañ koazhet.

Ar fank direizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lavaret e vez ez eo direizh ar fank pa vez disheñvel e stumm, e liv, hag e zalc'h diouzh boaz :

  • kementad direizh (da skouer : tremen a ra e bouez dreist 200 g bemdez) ;
  • tanav eo pa vezer klañv (da skouer e-pad ur [[Kreuzpervezfo|c'hreuzpervezfo) ;
  • seblantout a ra « re zruz » ;
  • re stank eo (aliesoc'h evit teir gwezh pep 24 eurvezh) ;
  • gwad ruz zo ennañ (ret eo diwall pa zegouezh, zoken pa ne vez ken met roudoù) pe gwad « koazhet » (fank tanav, damzu, flaerius) ; edegouezh diwezhañ-mañ e vez ret gwelet ur mezeg buan ;
  • « dilerc'hioù » zo ennañ ; n'eo ket grevus ma n'eus anezhe nemet un nebeud dilerc'hioù boued ha n'int ket bet koazhet ;
  • loened arvevat a c'haller gwelet pe a c'haller divinout emaint ennañ, da skouer pa vez un gwall zebron er fraezh ; un tenia peurliesañ e vez al loen arvevat; ret eo gwelet ur mezeg[2] ;
  • heuliet eo gant poanioù er c'hof pe er fraezh.

A-bouez eo mirout da zifankañ abalamour ma laka ar c'horf da galediñ.

Loustoni ha flaer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heugiñ a ra an dud peurvuiañ pa glevont pe pa welont fank. Un dra lous eo, ha gwir eo c'hallont kas kleñvedoù pa ne ziwaller ket, evel ar c'holera). Se zo kaoz e vez ret gwalc'hiñ an daouarn alies.

C'hwezh ar fank a zeu eus obererezh ar bakteri. Bleuniadur ar bouzelloù a brodu elfennoù evel an indol, ar skatol, hag an tioloù (sulfur enno), hag ar gaz sulfur hidrogen. Ar re-se eo an elfennoù a ro c'hwezh pe a laka da vrammat. An temzoù eus ar boued, pa ne vezont ket ezmoret mat, a greñva flaer ar fank.

Lavaret eo bet e c'halle c'hwezh ar fank talvezout da viret e vefe touchet gant an dud, rak gallout a ra degas kleñvedoù[3]. Evel-just, merzherezh an dud zo subjektivel, pe zangorel. Ul loen a c'hall debriñ fank pe bezañ sachet gantañ abalamour ma plij ar c'hwezh dezhañ.

Gallet en defe ar c'hwezh ivez bezañ talvezet da verkañ tachenn un hinienn pe ur strollad tud.

Implijoù ar fank

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maouezed o lakaat kaoc'h-saout da sec'hañ, en Enez Vriad.

Fank al loened pe hini an dud a vez implijet alies, d'ober teil ha da demzañ an douar. Ar gwano zo fank laboused-mor hag efedus-kenañ eo da strujusaat an douar a-drugarez da live uhel ar fosfor hag an nitrogen ennañ hag abalamour ma ne flaer ket. Implijet e vez kalz ar gwano ivez da sevel poultr evit an armoù.

Fank ar saout, pe beuzel, ar bizoned hag ar c'hañvaled a dalvez da geuneud d'ober tan pa vez sec'h[4]. E Breizh e veze lakaet kaoc'h-saout da sec'hañ d'ober tan goude el lec'hioù ma ne oa ket koad, evel en inizi pe war an aod.

Implijet e vez kaoc'h saout ivez d'ober brikez e broioù zo, da sevel lochennoù[5]. En Afrika pe e Suamerika da skouer. A-hend-all e plij da lod tud aozañ kenstrivadegoù da vannañ beuzel[6].

Graet e vez Kopi Luwak eus kafe fardet diwar kerez kafe bet debret, ezmoret ha kac'het gant ur frouezhdebrer, ar Sivet-palmez boutin Paradoxurus hermaphroditus.

E kreiz Azia e vez implijet ar c'haoc'h da lenn planedenn an dud.

Implijet e veze fank ar chas e broioù zo gwechall da givijañ al lêr. Mesket e veze gant dour. Enzimoù ar fank a dalveze da zistignañ framm neudennek ar c'hrec'hin a-raok diwezh ar c'hivijadur[7].

Kaoc'h-ki, ur walenn e lod kêrioù
Skritell e Suis da gemenn d'ar chas chom hep kac'hat er peurvan.

Ur ger dizereat eo "kaoc'h", implijet evel estlammadell ; "mon" pe "fank" a reer ivez eus an danvez-se en un doare sevenoc'h, met gerioù all zo c'hoazh, resis pe resisoc'h.
Meconium a vez graet eus fank ar bugel nevez-c'hanet.

Ur velc'hwedenn-grogennek o kac'hat
Ur c'hwil-kaoc'h o labourat

Setu ul listennad anvioù a vez graet eus ar c'haoc'h : abon, pe kaoc'h-kezegbeuzel (ha beuzelenn) • *brennfoer, foerellkagalkakac'hmardozpri, ur ger dereat, livus war un dro, nemet implijet en un doare dismegañsus pa gomzer eus paotred ar pri melen pe eus pichoù pri da c'hoapaat an heñvelrevidiskidteil.<brW A-hend-all e vez graet kaoc'h eus traoù ha n'int ket, evel kaoc'h-houarn ha kaoc'h-skouarn.
A-hend-all c'hoazh e kaver ar gerioù c'hwil-kaoc'h ha pich-kaoc'h.

  • Kaoc'h marc'h a vez lavaret er Vro-Vigoudenn, dreist-holl evel estlammadell.
  • kac'hat a ra tud ha loened, met gerioù all a vez lavaret ivez "difankañ", "mont war vaez", "mont war e gorf" hag "ober ur blegadenn".

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • BOURKE, John Gregory (1891) : Scatologic Rites of all Nations The Portabla Scatalog – Excepts from "Scatologic Rites of all Nations", William Morrow and Company, 1994(ISBN 978-0-688-13206-4)
  • (en) LAPORTE, Dominique : History of Shit, The MIT Press, 2002(ISBN 978-0-262-62160-1)
  • (en) PERSELS, Jeff & GANIM, Russell : Fecal Matters in Early Modern Literature and Art: Studies in Scatology, Routledge, 2004 (ISBN 978-0-7546-4116-2)
  • {(en) HENDERSON, Jeffrey : The Maculate Muse: Obscene Language in Attic Comedy, Oxford University Press, 1991 (ISBN 978-0-19-506685-2)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger kaoc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. TANGUAY, François : Petit manuel d'auto-construction, Éditions de Mortagne, 1990, p.230 (ISBN 978-2-89074-098-3)
  2. Koproskopienn arvevidi gant skol vroadel ar vezeien-loened.
  3. Curtis V, Aunger R, Rabie T (May 2004). "Evidence that disgust evolved to protect from risk of disease". Proc. Biol. Sci. 271 Suppl 4: S131–3. DOI:10.1098/rsbl.2003.0144
  4. Dried Camel Dung as fuel.
  5. Your Home Technical Manual – 3.4d Construction Systems – Mud Brick (Adobe). Diellet er skrid orin d’an 2007-07-06. Kavet : 2007-07-09.
  6. Dung Throwing contests. Diellet er skrid orin d’an 2007-12-22.
  7. (en) [1]