Mont d’an endalc’had

Bleiz-bouzel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus C'hwil-kaoc'h)
Bleizi-bouzel

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Coleoptera
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar bleizi-bouzel, pe c'hwiled-kaoc'h, zo amprevaned a'n em vag diwar fank.

Skilfoù kreñv zo e penn o favioù a-raok a-benn kleuziañ.

An ûioù a vez dozvet war, pe e-kreiz, bernioù boulheñvel graet gant kaoc'h, delioù pin ha tammoù koad ha lakaet e foñs ur riboul. Ar voul-mañ, stummet mat a-drugarez da bavioù a-dreñv ar bleiz-bouzel, a vo boued al larvenn nevez-digloret. Gant bleizi-bouzel 'zo e vez graet bouloù a-vent gant un aval. Preizhañ bouloù ar re all a seblant bezañ ur boaz e bed an amprevaned-se.

Adalek penn kentañ an nevez-amzer e vez gwelet an imagoed o kleuziañ garidennoù e-kichen pe dindan ur bouzel pe ur bern mon. Eno e vo berniet boued evite pe evit al larvennoù. Debriñ a reont kaoc'h, togoù-touseg kozh, gagnoù ha sev a lipont a-wechoù.

Ober a reont war-dro an ûioù hag al larvennoù.

Nijerien dizampart eo ar bleizi-bouzel.