Taolenn an difankadennoù
Neuz
Taolenn an difankadennoù, pe Taolenn Bristol ( Bristol Stool Chart e saozneg) zo un daolenn a vez implijet e medisinerezh evit renkañ an difankadennoù hervez o stumm .
Gant an doktored K. W. Heaton hag S. J. Lewis eus Skol-veur Bristol e voe savet, hag er Scandinavian Journal of Gastroenterology[1] e voe embannet er bloavezh 1997.
Kemmañ a ra stumm an difankadennoù hervez an amzer o deus tremenet er bouzelloù.
Doareoù an difankadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh doare kaoc'h zo, hervez ar skeul :
- Doare 1: Tammoù bihan kalet, rannet, evel kraoñ, diaes da skarzhañ).
- Doare 2: Stumm ur silzigenn, met pouloudek.
- Doare 3: Evel ur silzigenn, met garanoù war o gorre.
- Doare 4: Evel ur silzigenn pe un naer, lampr ha dous.
- Doare 5: Pelloù blot resis o bordoù (aes da skarzhañ).
- Doare 6: Tammoù kotonek ha toazennek, dizingal o bordoù.
- Doare 7: Dourennek, tamm solut ebet. Dourek penn-da-benn.
Kompren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En doare 1 ha 2 eo anat eo kaledet ar c'horf[2].
- En doare 3 ha 4 eo aesoc'h ar fank da skarzhañ.
- En doare 5 ha 6 ez eus red-kof.
- En doare 7 e c'hallfe bezañ kolera, pe kontammadur dre voued.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Scandinavian Journal of Gastroenterology
- ↑ "Constipation Management and Nurse Prescribing: The importance of developing a concordant approach" (PDF). Retrieved on 2006-11-06.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Restrenyiment infantil (en) Liamm oberiant 05 DU 2012