Aloubadeg Enez Vreizh gant ar Romaned
Aloubet e voe Enez Vreizh gant ar Romaned er Iañ kantved goude JK, tamm-ha-tamm, adalek ar bloaz 43, dindan an impalaer Claudius, ha savet gante Proviñs Britannia.
A-raok an aloubadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En -55 ha -54 e oa bet klasket, gant Julius Caesar, aozañ div zilestradeg ha n'ejont ket da bell, met koulskoude e voe skoulmet darempred ha kroget eskemmoù ekonomikel etre Romaned ha Brezhoned : betek neuze ne veze nemet eskemmoù gant Galianed. Evel-se e voe digoret an hent e kreisteiz an enez, ha kement-se a blaenaas an hent da aloubadeg Claudius II e 43.
En -34, -27 ha -25 e klaskas Octavius adstagañ gant an aloubadeg, met n'eas ket betek penn. Hervez ar Res Gestae Divi Augusti, e tec'has an daou roue brezhon Dumnovellaunus ha Tincomarus da Roma da c'houlenn sikour digant Augustus.
Er bloavezhioù 40 edo ar g-Catuvellauni o ren e Colchester war gevred an enez, e-kichen an Trinovantes. Bec'h o deveze ar g-Catuvellauni gant o amezeien, an Atrebated, ma rene diskennidi Commios.
An aloubadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar jeneral Aulus Plautius eo a voe kentañ gouarnour Britannia.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pobloù Enez Vreizh : Brezhoned, Brigantes, Votadini ...
- Emgann Medway, Emgann Watling Street, Emgann Mons Graupius
- Boudika
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- John Haywood, Atlas historique des Celtes, trad. Colette Stévanovitch, éditions Autrement, coll. Atlas/Mémoires, Paris, 2002, (ISBN 2-7467-0187-1).
- Venceslas Kruta, Les Celtes, Histoire et dictionnaire, page 558, éditions Robert Laffont, coll. « Bouquins », Paris, 2000, (ISBN 2-7028-6261-6).
- Maurice Meuleau, Les Celtes en Europe, GML (Éditions Ouest-France), Paris, 2004, (ISBN 2-7028-9095-4).