Res Gestae Divi Augusti

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Un tamm eus Res Gestae Divi Augusti

Res Gestae Divi Augusti ("Oberoù Aogust-Doue") zo ur skrid-kañv latin savet gant an impalaer roman kentañ, Aogust (–63 - 14) ma kont e vuhez ha ma renabl e oberoù evit ma vijent diskouezet d'ar bobl goude e varv – un doare rentañ-kont eus e amzer er galloud eta,

Framm ar skrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Petra bennak ma oa bet aozet ar skrid a-hed bloavezhioù, n'eo nemet ur pennadig a-raok e varv, d'an 19 a viz Eost 14, e fizias an tri rollad siellet[1][2]) er Vestalezed.[3]; sed a oa enne:

  • urzhioù war penaos aozañ e obidoù ,
  • danevell e oberoù (en latin index rerum gestarum), a oa da vezañ engravet e taolennoù arem da lakaat dirak e vez-meur e Rom,
  • stad an impalaeriezh (breviarium totius imperii), enni an niver a soudarded en armeoù, ar c'hementad a arc'hant en teñzor an impalaeriezh ha hini an impalaer.

En eil rollad, anvet Res gestae, a voe engravet an danvez anezhañ war div daolenn arem lakaet ouzh peulioù dirak Bez-meur Aogust, hag eiltaolennoù zo bet graet ha lakaet ouzh mogerioù an temploù niverus a oa bet savet e pevar c'horn an impalaeriezh roman.

Er pevare, a zo kaoz vras anezhañ c'hoazh, e oa marteze alioù d'ar Sened, ha neuze eta da Tiberius diwar-benn ar politikerezh da gas en-dro en impalaeriezh.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Claude Nicolet, L’inventaire du monde, Géographie et politique aux origines de l’Empire romain, Fayard, 1988,

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pevar rollad hervez Istor Roma Dion Cassius.
  2. Dion Cassius, 56, 33, 1
  3. Suetonius, Buhez Aogust, 101