Emgann Watling Street
Emgann Watling Street a c'hoarvezas er bloaz 60, pe 61, en Enez Vreizh, etre Brezhoned emsavet ha renet gant Boudika, rouanez pobl vrezhon an Ikened, hag an armeoù roman renet gant Gaius Suetonius Paulinus. N'ouzer ket pelec'h e c'hoarvezas, met hervez an istorourien e tleje bezañ bet war an hent roman etre Londinium (Londrez hiziv) ha Viroconium, (Wroxeter e Shropshire). En amzer ar Saksoned eo e voe anvet an hent-se Watling Street.
Kalz niverusoc'h e oa ar Vrezhoned, met gwelloc'h en em gannas ar Romaned.
Goude an emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude trec'het Boudica e chomas ar Romaned mistri e kreisteiz an enez, ha chom a rejont eno betek o disparti e 410. Ac'hano e kerzhjont war-du an hanternoz, betek ar vro a zo hiriv e kreisteiz Bro-Skos.
Emsavadegoù all a voe avat, ha dreist-holl hini 69, kaseet gant Venutius, eus pobl ar Brigantes[1].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) ANDREWS, Ian : Boudicca's Revolt, Cambridge University Press, 1973 (ISBN 978-0-5210-8031-6)
- (en) WEBSTER, Graham : Boudica: The British Revolt Against Rome AD 60 (Roman Conquest of Britain), Routledge, 1999 (ISBN 978-0-4152-2606-6)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (la) Tacitus, Historae, III-45