Gaius Suetonius Paulinus

Eus Wikipedia

Gaius Suetonius Paulinus, pe Paullinus, a oa ur jeneral roman eus ar Iañ kantved a drec'has ar Vrezhoned emsavet en Enez Vreizh gant ar rouanez Boudika er bloaz 61 e Watling Street.

Gouarn a reas proviñs roman Britannia eus 59 da 61 en amzer an impalaer roman Neron. Eñ an hini a lakaas lazhañ poblañs Mona (Enez Mon) dre ma oa bet skoazellet ganto an dud a dec'he rak ar galloud roman, hag evel-se ez eas da get renkad an drouized.

Meneget eo e oberoù e Buhez Agricola, gant Tacitus.