Aktion Reinhard
Neuz
Aktion Reinhard (skrivet ivez Aktion Reinhardt) eo an anv bet roet da ziouennañ Yuzevien ha Romed Polonia gant an dud a gase anezhañ da benn, d.l.e. an nazied. N'eo ket sklaer hag eñ ez eo bet anvet diwar anv Reinhard Heydrich pe Fritz Reinhardt, ur penn bras nazi all.
E 1941 e oa lakaet Odilo Globocnik, un ofiser uhel en SS, da rener ar gouennlazh-mañ gant Heinrich Himmler. Testeniet en deus Adolf Eichmann bezañ klevet diwar-benn "Aktion Reinhard" gant Heydrich e miz Here 1941 evit ar c'hentañ gwech. Eus 1942 betek 1943 ez eo bet drouklazhet war-dro daou vilion a Yuzevien ha 50 000 Rom eus Polonia e kambroù-gaz kampoù-diouennañ Treblinka, Sobibór ha Bełżec. N'eus nemet 200 den zo chomet bev goude bezañ tremenet en tri c'hamp-mañ.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) deathcamps.org
L O S K A B E R Z H • Holocaust