27 Eost
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1172 : kurunet eo Herri ar Roue Yaouank ha Marc'harid Bro-C'hall (1158-1197) roue ha rouanez Bro-Saoz e Iliz-veur Westminster.
- 1793 : brezelioù an Dispac'h Gall : sevel a ra Toulon a-enep ar Republik c'hall ha lezel a ra al lestrazoù breizhveurat ha spagnol da dapout o c'hrog war ar porzh.
- 1798 : emañ an nerzhioù iwerzhonat ha gall tal-ouzh-tal gant an Arme zispac'hel c'hall e emgann Castlebar, ac'hano e teu Republik c'hoar Iwerzhon.
- 1813 : Brezelioù Napoleon : trec'h eo Napoleone Buonaparte war an nerzhioù aostrain, rusian ha prusiat e Emgann Dresden
- 1916 : disklêriañ brezel a ra Rouantelezh Roumania da Aostria-Hungaria, o tibab tu ar Gevredidi.
- 1928 : sinet eo emglev Kellogg-Briand.
- 1971 : c'hwitañ a ra un taol-stad e Tchad.
- 1991 : anavaezout a ra Kumuniezh ekonomikel Europa (KEE) dizalc'hiezh Estonia, Latvia ha Lituania.
- 1991 : disklêriañ a ra Moldova bezañ dizalc'h ouzh an URSS.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- -551 : Konfusius, prederour sinaat.
- 1770 : Georg Wilhelm Friedrich Hegel, prederour alaman.
- 1845 : Gwilh ar C'hoad, pastor ha skrivagner a Vreizh bet troet an Testamant Nevez (1883) hag ar Bibl (1884) e brezhoneg gantañ.
- 1908 : Lyndon B. Johnson, 36vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
- 1941 : Cesária Évora, kanerez eus ar C'hab Glas.
- 1970 : Peter Ebdon, c'hoarier snooker saoz.
- 1993 : Olivier Le Gac, marc'hhaourner breizhat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1312 : Arzhur II, Dug Breizh etre 1305 ha 1312.
- 1574 : Bartolomeo Eustachi, mezeg italian arbennigour war ar gorfadurezh.
- 1937 : Lionel Walter Rothschild, bankour, loenoniour ha politikour breizhveuriat.
- 1965 : Le Corbusier, savour-tiez ha kêraozour suis-gall.
- 1967 : Brian Epstein, gwazour arzel hag alier ar strollad The Beatles adalek 1961 betek e varv.
- 1975 : Haile Selassie Iañ, Impalaer Ethiopia.
- 1979 : Louis Mountbatten, politikour saoz ha penn morlu Breizh-Veur, drouklazhet.
- 2003 : Pierre Poujade, politikour gall.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant an deiz : Santez Mona