19 Mae
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1535 : lakaat a ra Jakez Karter da ouel evit e eil beaj da Norzhamerika.
- 1604 : savidigezh kêr Montréal.
- 1848 : gant Emglev Guadalupe Hidalgo ez eus lakaet un termen d’ar brezel etre ar Stadoù Unanet ha Mec'hiko ha gwerzhet eo Kalifornia, Arizona Nevada, Utah d’ar Stadoù Unanet.
- 1974 : dilennet eo Valéry Giscard d'Estaing da brezidant Republik Frañs gant 50,8% eus ar mouezhioù.
- 1974 : Coluche er skinwel evit ar wech kentañ.
- 2012 : degouezhet eo ar Redadeg evit ar Brezhoneg 2012 e Douarnenez.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1519 : Bertrand d'Argentré, istorour ha gwiraour breizhat.
- 1593 : Jacob Jordaens, livour flandrezat.
- 1744 : Charlotte von Mecklenburg-Strelitz, gwreg Jord III, roue Breizh-Veur hag Iwerzhon.
- 1762 : Johann Gottlieb Fichte, prederour alaman.
- 1847 : Gustave Toudouze, skrivagner gallek.
- 1881 : Mustafa Kemal Atatürk, kentañ prezidant Republik Turkia.
- 1890 : Hô Chi Minh, prezidant Viêt Nam.
- 1913 : André Guilcher, douaroniour breizhat.
- 1926 : Fernand Raynaud, fentigellour gall.
- 1926 : Pol Pot, diktatour Kambodja.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 804 : Alkuin, beleg ha kuzulier Karl Veur.
- 1296 : ar pab Selestin V.
- 1303 : Erwan Helouri, beleg hag alvokad breizhat.
- 1536 : Anne Boleyn, eil gwreg ar roue saoz Herri VIII.
- 1795 : James Boswell, den a lezenn ha skrivagner skosat.
- 1864 : Nathaniel Hawthorne, skrivagner amerikan.
- 1864 : John Clare, barzh saoz
- 1895 : José Martí, stourmer evit dizalc’hiezh Kuba.
- 1898 : William Ewart Gladstone, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet.
- 1932 : Charles Wallace Richmond, evnoniour stadunanat.
- 1935 : Thomas Edward Lawrence (Laorañs a Arabia), soudard ha skrivagner saoznek.
- 1994 : Luis Ocaña, reder marc'h-houarn eus Spagn.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- er Relijion gatolik :
- Erwan (Eozen, Ewan, Iwan, Youn, Youenn, Yeun, Cheun)
- Devezh broadel Breizh, gouel Erwan.
- e Turkia, Devezh ar Sportoù hag ar Yaouankiz pe devezh e koun Atatürk
- e Gres, devezh e koun lazhadeg Gresianed ar Pont