Mont d’an endalc’had

Coluche

Eus Wikipedia
Coluche
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhMichel Gérard Joseph Colucci Kemmañ
Anv-bihanMichel Kemmañ
Anv-familhColucci Kemmañ
LesanvColuche Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Her 1944 Kemmañ
Lec'h ganedigezh14th arrondissement of Paris Kemmañ
Deiziad ar marv19 Mez 1986 Kemmañ
Lec'h ar marvOpio Kemmañ
Doare mervelmarv dre zegouezh Kemmañ
Abeg ar marvtraffic collision Kemmañ
Deiziad douarañ pe deviñ24 Mez 1986 Kemmañ
Lec'h douaridigezhbered eus Montrouge Kemmañ
PriedFred Romano, Véronique Colucci Kemmañ
KarRené Metge Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Tachenn labouracting, humor, comic Kemmañ
ImplijerEurope 1, RMC, RFM, Charlie Hebdo Kemmañ
Kargorganizational founder Kemmañ
Deroù ar prantad labour1969 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1986 Kemmañ
Ezel eusRestaurants du Cœur Kemmañ
Prizioù resevetCésar Award for Best Actor Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.restosducoeur.org/ Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Tresadenn Coluche doare bloavezhioù 1970

Michel Gérard Joseph Colucci, lesanvet Coluche, a oa ur fentigellour hag aktour gall, ganet d'an 28 a viz Here 1944 e 14vet arondisamant Pariz hag aet da Anaon d'an 19 a viz Even 1986 en Opio (Alpes-Maritimes).

Mab d'un enbroad italian ha d'ur vaouez c'hall, Michel Colucci zo bet desavet en Montrouge. Choaz a reas al lesanv « Coluche » d'an oad a 26 vloaz, pa grogas gant hent ar fentigellouriezh. Ne oa ket direnket gant an dizoare ; hervezañ, « hep bezañ hudur biken », Coluche a gav un doare da vezañ nevez ha flemmus gant un ton dieub er music-hall, o tagañ an difennoù, an talvoudegezhioù mat ha politikel er gevredigezh. E 1975 e teuas da vezañ brudet dre lua ur c'hoari skinwel : Le Schmilblick.

A-raok 1976 e oa un aktour bihan gant rolloù a-eil er sinema nemetken. Goustadik e voe fiziet ennañ rolloù kreiz, evel en L'Aile ou la Cuisse gant Louis de Funès. Er bloavezhioù 1980 e voe gwelet e filmoù a reas berzh bras, dreist-holl filmoù fentus. E 1977 e krogas gant ar seveniñ filmoù en ur vezañ kenbroduer Vous n'aurez pas l'Alsace et la Lorraine gant Marc Monnet. Brudet mat e voe evel aktour eo bet gant berzh Inspecteur la Bavure (1980), Le Maître d'école (1981), Deux Heures moins le quart avant Jésus-Christ (1982), Banzaï (1983), La Femme de mon pote (1983) pe La Vengeance du serpent à plumes (1984) c'hoazh. E 1984 e voe enoret gant César ar gwellañ aktour evit e roll drama en Tchao Pantin gant Claude Berri.

Tro-ha-tro atahiner pe stourmer war an domani sokial, en em ginnig a reas evel danvez prezidant evit dilennadegoù Bro-C'hall 1981 a-raok paouez, gwasket ha gourdrouzet ma oa bet. Brudet spontus ha karet gant ar bobl, sevel a reas e 1985 ar gevredigezh Les Restos du cœur, a sikour ar re baourañ. Mervel a reas un nebeud mizioù goude en ur gwallzarvoud moto.

Michel Colucci a zo bet gant d'an 28 a viz Here 1944, e mammelezh Notre-Dame de Bon Secours er XIVvet arondisamant Pariz. Ur c'hoar henañ a oa gantañ, Danièle, ganet e 1942. Ar vamm, Simone Bouyer lesanvet Monette (1920-1994), a oa o labourat er stal bleunioù Baumann, boulevard du Montparnasse. An tad, Onorio Colucci, ganet e Casalvieri (rannvro al Latium) en Italia, a oa livour war savadurioù. Ganet, d'an 29 a viz Du 1916, a oa marvet 31 a viz Here 1947, oadet a 30 vloaz, gant ur poliomielit. He unan ar vamm a rank labourat evit bouetañ an tiegezh. Dilaosket gant ar familh gaer (nemet Maria, mamm Onorio a dremen da welet anezhi hag ar vugale), Monette, Danièle, a vo gwreg René Metge, ha Michel a vev an holl asambles en ur pezhig hag er gegin.