Mont d’an endalc’had

.22 Hornet

Eus Wikipedia
.22 Hornet
Skeudenn ar pennad .22 Hornet

.22 Short - .22 Long Rifle - .22 Magnum - .22 Hornet
Doare
Kalibr .22 / 5,56 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ war an dro
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 5,7 mm
Ø trogleuziñ 5,5 mm
Ø kolier 6,2 mm
Ø skoaz 7 mm
Ø korf an douilhez 7,6 mm
Ø strad 8,9 mm
Tevder ar strad 1,7 mm
Hirder an douilhez 35,64 mm
Hirder ar gartouchenn 43,8 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 2 - 4 g
Tizh o vont e-maez V0 808 - 930 m/s
Energiezh ar vannadell 960 - 1.165 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .22 Hornet pe 5,6 x 36R Hornet zo ur munision skoet en e greiz ijinet e 1930 gant an embregerezh armoù-tan amerikan Winchester. Unan eus munisionoù galloudusañ familh an .22 eo abalamour d'e gargad poultr uhel.

Dont a ra e anv eus ar saozneg Hornet a dalvez Pennmarc'henn.

Ur gemenadenn war ur voestad kartouchennoù .22 Hornet pourveziet da ekipajoù an U.S. Air Force e-pad an Eil Brezel-bed, a zispleg eo difennet tennañ war un enebour gante.

E-pad an Eil Brezel-bed e veze implijet an .22 Hornet en armoù da chom bev a oa roet da ekipajoù kirri-nij an U.S. Air Force betek-gouzout e vijent diskaret en ul lec'h gouez. Kement-mañ a oa graet evit ma c'halljent chaseal ha debriñ. D'ar poent-se e oa boledoù emledus war ar munisionoù .22 Hornet. O vezañ ma oa difennet ar boledoù-se er brezel hervez emglev Den Haag war an armoù (1899) abalamour d'ar gloazadennoù spontus a raent war Mab-den e voe berzet d'ar soudarded implijout ar c'hartouchennoù-mañ a-enep da enebourien.

Hiziv an deiz e vez implijet e bed ar sportoù tennañ pe evit lazhañ loened bihan pa vezont gwelet evel noazus.

Un nebeud armoù kambret e .22 Hornet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • M4 Survival Rifle
  • M6 Aircrew Survival Weapon
  • AR-5/MA-1
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan