Iwan-Vari Tillenon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yves-Marie Tillenon)
Iwan-Vari Tillenon
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanYves Kemmañ
Anv-familhTillenon Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Mez 1884 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLanniliz Kemmañ
Deiziad ar marv15 Her 1943 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ

Iwan-Vari Tillenon (Yves-Marie Tillenon e marilh ar boblañs) a oa un apotiker, ur c'hargad hag ur barzh brezhonek bet ganet d'an 21 a viz Mezheven 1884 e Lanniliz ha marvet d'ar 15 a viz Here 1943 e Pariz (14vet arondisamant).
Kemer a reas perzh en Emsav kentañ, hag ezel e voe eus Skolaj ar Varzhed evel oviz, ha drouiz da c'houde, gant Ywan al Louzaouer da anv-barzh hag anv-drouiz. Pennadoù ha sonioù brezhonek en deus savet ha lezet en deus studiadennoù dornskrivet. Oberiant e voe e-touez Brezhoned o chom e Pariz.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Frañsez-Mari Tillenon ha Mari Ivona Boucher e oa anvioù e dud. Kaset e voe d'ober e studioù e Skolaj Sant-Frañsez Lesneven ha ne voe ket sioul e yaouankiz pa gavas an tu da vezañ kaset meur a wech d'an toull-bac'h e Brest hag e Kemper. Da seitek vloaz ez eas da Roazhon evit studiañ an apotikerezh. Eno e emezelas e Breuriezh ar Studierien Vreton hag e Kevredigezh Broadel Breiz. Echu e studi gantañ e 1905 e voe implijet evel darbarer apotiker e Brest. Eno e savas kentelioù brezhoneg hag e foranas e beadra en tavarnioù.
E 1911 e voe degemeret evel oviz e Goursez digor Karnoed hag e tibabas anv poblek e vicher, Al Louzaouer, evel lesanv drouiz.
E 1913 e voe oberiant evit dastum arc'hant hag aozañ sevel ar piler a enor war bez Yann-Frañsez ar Gonideg e Konk-Leon.
Beajiñ a reas e Iwerzhon hag e Kembre kent dimeziñ gant Valentine Suhard, eus Roazhon, ha ez eas da labourat da Honfleur betek 1914. Ne voe ket galvet da soudard en abeg d'e wreg ha d'o daou vugel, met emouestlañ a reas neuze gant an dennataerien varokat[1], ha servijout a reas e Maroko hag en Aljeria.
Pemp bloaz goude, e 1919, e tistroas da Vreizh, born ha medalennet, ha gant ur wreg nevez : Jeannette Cogny, merc'h da drevadennerien eus Aljeria. Mont a reas da Alfortville, e-lec'h me voe merour ur stal-apotikerezh hag e 1934 e kavas ur garg redaktour e servij al leveoù e Ministrerezh ar Brezel da c'houde. Dilojañ a reas eus Alfortville da Voulogne-sur-Seine. Er bloaz 1939 e voe anvet da levraoueger e Ministrerezh ar Verdeadurezh hag ar C'henwerzh, hag e oa o soñjal mont war e leve da Vreizh pa varvas trumm e-kreiz ar brezel.
Oberiant-tre e voe evit broudañ an Emsav hag ar brezhoneg e rannvro Pariz.

Obererezhioù politikel ha sevenadurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezel e oa a-gozh eus Kevredigezh Broadel Breiz, ne'z eas ket da Unvaniez Arvor krouet er bloaz ma'z eas da ezel eus ar C'hoursez (1911). Ur skridaozer pennadoù brezhonek puilh e voe a grogas gant testennoù loenoniezh kaset da Groaz ar Vretoned hag e kasas pennadoù evit ar c'helaouennoù renet gant Taldir (Ar Vro, Ar C'hevre Breizek, An Oaled). E poellgor paeroniezh an hini diwezhañ e voe. War meur a graf e skrivas e meur a gelaouenn eus an Emsav, hag e savas studiadennoù istorel hag arzel a zo chomet diembann.
Desachet e voe gant Taldir da vezañ ezel eus Poellgor ar C'hoursez ha diouzh-se e voe anvet da Zrouiz Douger-Kleze. Kas a rae en-dro "Frankizenn Bariz" ar Varzhed hag e tegemere an Drouiz Meur enni. Krouiñ a reas Unvaniezh sportoù ar Vreizhiz e Pariz, ar c'helc'h keltiek "Les Ajoncs", en Alfortville ha bez' e voe unan eus diazezerien Kêr-Vreizh. Dileuriad an Hospitaliers Sauveteurs bretons ha meur a ober all a renas ivez. Emezelañ a reas e Strollad Broadel Breizh.

Embannadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù diembann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dornskridoù e Dielloù Penn-ar-Bed
  • Brignogan hag ar vro Bagan
  • Buhez Mikael Koulm, kizeller Kastellad
  • Gwerziou ha soniou
  • Buhez Bastian ar Balp, kabiten ar Bonedou Ruz
  • Ar strobinellou e Breiz-Izel

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez e vab-bihan, Yann-Bêr Tillenon, e oa brezhonegerien 80% eus ar soudarded europat er rejumant-se.