Yaou (deiz)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An doue Thor, an hini en deus roet e anv d'ar Yaou e saozneg, zo livet amañ gant Mårten Eskil Winge, 1872
Ar Yaou eo pevarvet deiz ar sizhun.
Gwechall e oa ar pempvet deiz evel ma tiskouez ar c'hrennlavaroù
- War-lerc'h ar Merc'her emañ ar Yaou Paket ar sizhun er c'hraou.
Pe sklaeroc'h:
- Ar Yaou, An deiz diwezhañ nemet daou.
Dont a ra an anv eus hini an doue roman Yaou, Jovis (jwis) e latin, doue ar c'hurun, an taran, hervez tud zo. Gouez da dud all e teu eus anv ar blanedenn Yaou, anvet diwar-lerc'h anv an doue Yaou.
[kemmañ] Lennegezh
- Sweet Thursday, ur romant gant John Steinbeck, a zeu war-lerc'h Cannery Row, a zeue war-lerc'h Tortilla Flat.
[kemmañ] Lennadurezh
- Paul COUDERC : Le Calendrier. Que sais je ? , n° 203. PUF. 1946 - 1993.
| Deizioù ar sizhun |
| Lun – Meurzh – Merc'her – Yaou – Gwener – Sadorn – Sul |