Sul (deiz)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Sul eo deiz diwezhañ ar sizhun hervez lod, pe an deiz kentañ hervez lod all.
En deiz-se ne vez ket labouret.
Dont a ra an anv eus anv latin an heol, Sol (Helios e gregach), a oa ur blanedenn hervez soñj tud an Henamzer.
E-pad an impalaeriezh-uhelañ, an deiz-se a oa anavezet e latin : Sulius Dies, diwar planedenn an Heol. (s = h). An anv latin a zo chomet e brezhoneg : Sul.
Diwar Sul eo deuet deiz Sul, deuet da vout disul.
Pa oa deuet an impalaeriezh da vezañ kristen, (sened Nikea, +325), anv an deiz-se a oa bet kemmet e : Dies dominicus, deuet da vout dimanche e galleg .
[kemmañ] Petra d'ober d'ar Sul
Dont a ra diskuizh ar Sul eus ar Bibl, a zo diskleriet ennañ e tiskuizhas Doue d'ar seizhvet deiz. Miret e oa an deiz-se evit an oberoù relijiel : an oferenn veure, hag ar gousperoù goude kreisteiz.
[kemmañ] Labour Sul
An urzh kevredigezhel-se, a zo bet o ren buhez an dud e-pad 2000 bloaz en Europa gristen, a c'hallfe bezañ oc'h echuiñ. Hiriv ne vez ket kalz tud en ilizoù d'ar Sul, gwelet e vez tud o labourat er parkeier, stalioù zo a vez digor, ha kaoz zo da zigeriñ muioc'h-mui a stalioù c'hoazh en deiz-se, en anv frankiz ar brenerien da brenañ hag ar werzherien da werzhañ, bemdez-c'houloù ha bemdez-Doue.