Meurzh (deiz)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Eil deiz ar sizhun eo ar Meurzh. Dimeurzh a vez implijet evel adverb. Roet eo bet an anv diwar hini Meurzh, doue ar brezel gant ar Romaned. Anv ar blanedenn Meurzh eo ivez.
Roet en eus ivez e brezhoneg ar rakverb-amzer : Dimeurzh.
An anv-se a zo tennet diwar hini ar blanedenn,nemetken, nann diwar hini an doue.
[kemmañ] Ar Meurzh er relijionoù hag ar c'hredennoù
Sin fall e oa gwechall, pa groge miz Meurzh d'ur Meurzh, pa zegouezhe ar c'hentañ a viz Meurzh d'ur Meurzh. Hervez ar c'hrennlavar:
- Meurzh da Veurzh, chas klañv ha naered drouk. Meurzh da Veurzh a zo da gompren: pa zegouezh miz Meurzh d'ur Meurzh...
[kemmañ] Meurlarjez, Meurzh al larjez
Meurlarjez, a oa ur gouel graet d'ar Meurzh er broioù katolik.
| Deizioù ar sizhun |
| Lun – Meurzh – Merc'her – Yaou – Gwener – Sadorn – Sul |