Sizhun

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Ar sizhun zo un heuliad seizh deiz, adalek al Lun betek ar Sul, pe adalek ar Sul betek ar Sadorn. 52 sizhun zo er bloaz.

An doare-mañ da rannañ an amzer a zeu deomp eus an Henamzer goshañ. Dont a ra an anvioù brezhonek eus anvioù ar planedennoù, a oa anvioù an doueed roman evit pemp anezho.

Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

Dont a ra ar ger eus ar "seizh hun" a vez graet goude pep deiz.

Heñvelson eo sizhun

[kemmañ] Anvioù deizioù ar sizhun

  • an deiz kentañ eo, pe e oa, ar Sul, deiz an Heol, Sol e latin, ar "blanedenn" vrasañ, d'ar steredourien a wechall, a grede e oa ur blanedenn;
  • an eil e oa al Lun, deiz al Loar, luna e latin, pa gredent e oa an eil planedenn vrasañ
  • an trede e oa Meurzh, deiz ar blanedenn Meurzh, anvet diwar an doue Meurzh, doue ar brezel gant ar Romaned,
  • ar pevare e oa ar Merc'her, deiz ar blanedenn Merc'her, anvet diwar an doue Merc'her,
  • ar pempet e oa ar Yaou, deiz ar blanedenn Yaou, an doue Yaou)
  • ar c'hwec'hvet e oa ar Gwener, deiz ar blanedenn Gwener, diwar anv an doueez Gwener)
  • ar seizhvet e oa ar Sadorn, deiz ar blanedenn Sadorn, diwar an doue Sadorn)

Kavet e vez anvioù deizioù peuzheñvel o stumm, hag heñvel o ster, e meur a yezh en Europa.

Deiz an Aotrou eo ar Sul evit an iliz kristen hervez danevell krouidigezh ar bed er C'heneliezh, kentañ levr ar Bibl. Hervez an danevell-mañ eo bet krouet ar bed gant Doue en ur ober ur sizhunvezh : c'hwec'h devezh evit an ober hag ar seizhvet evit an diskuizh.

[kemmañ] Urzh deizioù ar sizhun

Hervez ISO 8601 e krog ar sizhun d'al Lun.
Met evit broioù 'zo evel Breizh-Veur hag Amerika latin eo ar boaz lakaat ar sizhun da gregiñ d'ar Sul.
Kement-mañ a vije bet boaz kozh ar Vretoned , hervez ar c'hrennlavar : Ar Yaou, an deiz diwezhañ nemet daou.

Deizioù ar sizhun
LunMeurzhMerc'herYaouGwenerSadornSul

[kemmañ] Lennadurezh

  • Paul COUDERC : Le Calendrier. Que sais je ? , n° 203. PUF. 1946 - 1993.