Triskell
- Ur strollad sonerien zo anvet An Triskell .
An triskell ( ger deuet eus ar gregach τρισκελης, triskelê, teir gar, dre ar gallekadur triscèle) zo un arouez evel ur seurt kroaz teirgarek. E broioù zo (Manav, Sikilia) eo eeun linennoù an triskell, e re all eo kromm , evel e Breizh ma'z eo deuet da vout unan eus an arouezioù breizhek.
Tud zo a gred hag a lavar eo un arouez keltiek. Re all a lavar n'eo ket, nag a orin nag a implij hiziv. Met gwir eo n'eus lec'h ebet ma vez gwelet kement hag e Breizh.
Keñveriet e vez gant al lauburu euskarat a-wechoù dre m'int deuet o-daou da vezañ evel arouezioù broadel.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Kavet e vije bet an arouez war ar vein en ul lec'h a vije ken kozh ha Oadvezh ar Maen, e Newgrange en Iwerzhon.
Deuet eo an arouez da vezañ diouzh ar c'hiz gant brud sonerezh breizhek Alan Stivell er bloavezhioù 1970.
[kemmañ] Ster
Meur a ster zo lakaet d'an triskell, hervez e implijerien, ha liamm ebet etreze alies, pa weler kristenien ouzh e implij evel arouez an Drinded, ha sadomazoc'heien evel arouez ar c'hoari-tri.
[kemmañ] Broioù all
E broioù all ivez e kaver triskelloù nemet ne vez ket kromm an teir gar atav, evel war banniel Enez Manav, pe war hini Sikilia. E Sikilia e vez graet trinacria eus an triskell.
[kemmañ] Politikerezh
Implijet eo bet an arouez gant ur rannarme SS e-pad an Eil Brezel-Bed, gant ur strollad Suafrikat, ha gant strolladoù politikel e Sikilia. Implijet e vez ivez gant kleuboù sport, e Breizh evel e lec'h all, en Aostria da skouer.
[kemmañ] Skeudennoù
[kemmañ] Kizelladurioù pe livadurioù istorel
-
Triskell eus Gotland gant naered
-
Triskell eus an XIIvet pe XIIIvet kantved en un iliz Karja, e Saaremaa, en Estonia. Arouez an Drinded eo an triskell d'ar gristenien.
[kemmañ] Bannieloù
-
War banniel Sikilia
-
War banniel Ingouchetia
-
War banniel Buriatia
-
War banniel Inizi Ryukyu, etre 1875 ha 1879.
-
War banniel Anguilla e vez gwelet un triskell gant lod.
-
Ardamezioù Suederbrarup e Schlesvig-Holstein
-
Ardamezioù Minheim, e Rheinland-Pfalz
-
Ardemezioù Grossraeschen, e Brandenburg.
-
Banniel an Afrikaner Weerstandsbeweging, e Suafrika
-
Arouez ar rannarme SS 27. SS-Freiwilligen-Grenadier-Division „Langemarck“
-
War banniel ar Bagadoù Stourm
-
Banniel ar Frunti Nazziunali Sicilianu, ur strollad politikel broadelour e Sikilia
-
Arouez kleub mell-droad First Vienna FC 1894 en Aostria, koshañ kleub ar vro.
-
Arouez Aer Chór na hÉireann (Aerlu Iwerzhon) Roundel.
[kemmañ] A bep seurt
-
Kastell en traezh e 2009 e Sant-Ke-Porzh-Olued.
-
Korrigan e driskell.
[kemmañ] Traoù all
- An Triskell zo anv ur strollad sonerien eus Brest bet savet er bloavezhioù 1970.
- Ur raktres skolveurel galizat, an Trisquel GNU/Linux
[kemmañ] Liamm diavaez
- Pennad gallek diwar-benn un [hevoud quadriscèle] e Kannadig an Erge-Vras .
