Lauburu
Lauburu a vez lavaret en euskareg eus ur seurt svastika kromm e beder esker. Dont a ra an anv eus daou c'her euskarek: lau a zo pevar, ha buru a zo penn. Tennañ a ra un tamm d'an arouezioù teiresker, evel an triskell breizhek, ha d'an tomoe japanat.
Taolenn |
Arouez [kemmañ]
Kavet e vez an arouez e-maez Euskadi, gant Kelted pe Germaned ivez, hag en engravadurioù ar Wizigoted. E Galiza hag Asturiez (evel e Piornedo) e vez lavaret "tetrasqueles" anezho.
Un arouez rakindezeuropeat e vije, abaoe Nevezoadvezh ar Maen. Da gentañ e vije bet pevar bouc'h o treiñ en-dro d'ur c'helc'h.
Arouez Euskal Herria [kemmañ]
Deuet eo al lauburu da vezañ arouez vroadel Euskal Herria. Koulskoude n'er c'haver ket en ardamez istorel ebet. Hiziv er gweler er beredoù, war an arrebeuri, ouzh an tier, hag ar stalioù, war ar boutailhadoù gwin...
Ster [kemmañ]
Meur a zisplegadenn zo d'an arouez, a c'hallfe talvezout pe lusk ar peder rannvloaz pe c'hoazh ar peder elfenn diazez (dour, douar, tan, aer).
Skeudennoù [kemmañ]
En Euskal Herria [kemmañ]
-
E bered Beskoitze
-
E bered Ainhoa
-
Gourin en Iholdi
-
Banniel Arrieta
-
War ur makila, ur vazh da gerzhout.
-
Livadur ha lauburu ouzh ur voger e Pasaia.
E broioù all [kemmañ]
-
Ouzh un ti en Alamagn
-
Ouzh un nor en Moriello de Sampietro en Aragon.
Liamm diavaez [kemmañ]
- Pennad gallek diwar-benn un [hevoud quadriscèle] e Kannadig an Erge-Vras .