Trisquel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Trisquel 5.5 Brigantia

Trisquel a zo ur reizhad korvoiñ frank ( o toujañ d'ar 4 frankiz meneget gant an FSF[1]), derevet eus Ubuntu, hag o kinnig daou stumm, unan evit an deskadurezh, hag an hini all evit an embregerezhioù bihan.

Kinnig[kemmañ]

A orin eus Galisia, e Spagn, e c'hall ar reizhad bezañ implijet en ur bern a yezhoù, brezhoneg en o zouez (a-drugarez da vamennoù Ubuntu), met an elfennoù spesius a zo troet e saozneg, euskareg, katalaneg, sinaeg, galleg, galisianeg, hindi, portugaleg ha kastilhaneg.

Ar reizhad korvoiñ-mañ a zo dasparzhet e live-CD, er memes doare hag Ubuntu.

An anv a zeu eus Triskell, un arouez kelt, hag al logo a zo, hervez Framasoft, savet gant 3 zroenn Debian, o talvezout an emdroadur hag ar furnez[2].

Istor[kemmañ]

Ar raktres a zo ganet e 2004, sponsoret gant Skol-veur Vigo ( e Galisia), ha kinniget eo bet evit ar wech kentañ e 2005 gant Richard Stallman, diazezer ar raktres GNU.[3]

Ez orin e oa diazezet war Debian, ar vammenn a zo deuet da vezañ e 2008 gant ar stumm 2.0 ar gwiskadoù Ubuntu, met skarzhet dioutañ kement poellad perc'henn, da lâret eo pep tra merket evel non-free packages. Ar graoñell Linux a zo kinniget ivez gant ur stumm disheñvel diouzh hini Ubuntu, o chom hep pakadoù perc'henn.

Ar raktres a zo bet neuze lakaet e fin 2008 da listenn an nebeud dasparzhioù GNU/Linux anavezet evel frank [4] hervez erbedadennoù[5] ar raktres GNU e-unan.

Stummoù[kemmañ]

An holl stummoù o deus (stumm poellad en embannadur stabil diwezhañ) :

Ar stumm diazez, raktreset evit an implij personel, en deus ar skoroù rouedadoù, ar multimedia, ha poelladoù merañ klasel, c'hoarioù, hag ul lenner multimedia gouset da lenn an DVDoù ha lodenn vrasañ ar videoioù.

Stumm Deizad embann Anv
0.9 10 a viz Here 2004
0.95
0.97
0.99
1.0 30 a viz Genver 2007
1.5 25 a viz Here 2007
2.0 24 a viz Gouere 2008 Robur
2.1 18 a viz Kerzu 2008
2.2 8 a viz Eost 2009
3.0 8 a viz Gwengolo 2009 Dwyn
3.5 2 a viz Meurzh 2010 Awen
4.0 Gwengolo 2010 Taranis
4.5 Meurzh 2011 Slaine
5.0 Gwengolo 2011 Dagda
5.5 Ebrel 2012 Brigantia

gwer : meret ; ruz : n'eo ket mui meret

Stumm hir ha berr[kemmañ]

Evel Ubuntu, Trisquel a implij an term LTS evit long time support, evit spizhaat ar stummoù a vo meret e-pad 5 bloaz goude e embannadur d'an nebeutañ. Ar reoù all a zo anvet STS (evit small time support)

Trisquel Edu[kemmañ]

Trisquel LTSP server dre iTALC

Stumm evit an deskadurezh, bez en deus ar poelladoù LTSP hag iTALC[6]. Kemer a ra e kont ivez ar stummoù a-eil eus eus an daolenn wenn oc'h implij ar pellurzhierez Wii.

Trisquel Pro[kemmañ]

Stumm evit an embregerezhioù bihan, bez en deus poelladoù merañ evel Abang, OpenbravoPOS, GnuCash, ha poelladoù surentez, evel ur firewall, un enepvirus, met ivez ar poellad Wine evit implij poelladoù Windows.

Gwelet ivez[kemmañ]

Dasparzhioù GNU/linux all 100% frank[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Daveoù[kemmañ]

  1. http://www.gnu.org/philosophy/free-sw.fr.html talvoudegezh ar poellad frank hervezh an FSF]
  2. Kinnig Trisquel gant Framasoft
  3. (es) http://www.lavozdegalicia.es/hemeroteca/2005/04/28/3679855.shtml
  4. Dasparzhioù GNU/linux frank
  5. Erbedadennoù evit dasparzh ar poelladoù frank
  6. http://italc.sourceforge.net