Thierry Jigourel

Eus Wikipedia
Thierry Jigourel
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanThierry Kemmañ
Anv-familhJigourel Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Gwe 1960 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAn Oriant Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkazetenner Kemmañ

Thierry Jigourel, ganet d'ar 17 a viz Gwengolo 1960 en Oriant, a zo ur c'hazetenner ha skrivagner. Diwar-benn Breizh hag ar bedoù keltiek e sav levrioù ha senarioioù bandennoù-treset.

Kazetennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a ra diwar-benn Breizh war dachenn he geografiezh, sonerezh, istor pe speredelezh. Kenlabourat a ra pe en deus graet gant meur a gazetenn (Pays de Bretagne, Armor, Ar Men, Artus, le Nouvel Ouest, Histoire médiévale, Histoire antique, l'Art de la guerre, Histoire et science des religions).

Dre ma 'z eo dedennet-tre gant ar bedoù keltiek en deus graet kalzik kelaouadennoù en Iwerzhon, e Bro-Skos, e Bro-Gembre pe c'hoazh er Stadoù Unanet evit ar gazetenn Celtics. Meret en deus ivez ar skridaozañ alaman ha spagnol evit ar gazetenn Celtia. Krouet ha meret en deus ar gazetenn Univers Celtes, war ar bedoù keltiek.

Er mare-mañ e labour war senarioioù evit teulfilmoù, liammet ouzh ar bed keltiek.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arbennigour eo ivez war an emsavioù emrener kement e Bro-C'hall hag en Europa. Skrivet en deus meur a bennad evit kazetennoù breizhat, gall pe european zoken. En e levr, La Question bretonne (Ar gudenn vreizhek), kenskrivet gant Erwan Chartier ha Ronan Larvor, en deus kondaonet ar ouennelouriezh hag an hollveliouriezh.

Aet eo war ar renk evit an dilennadegoù-kêr e Plûned war roll Strollad Breizh, e miz Meurz 2020, ha 201 vouezh a oa aet war e anv.

Nevezdrouizelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummet eo bet a-fet drouizelezh e Kelc'h Maksen Wledig gant e vestr Yann-Ber Tillenon. Goude bezañ skrivet un toullad pennadoù war an nevezdrouizelezh en deus embannet ul levr hag a ro ar gaoz da veur a berzhiad eus emsav nevez an drouizelezh (Coop Breizh, 2002).

Embannadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù a stroll

Gantañ ha gant Jean-Luc Istin eo bet savet senario ar vandenn-dreset "Les Druides" (éditions Soleil), p'eo bet savet an tresadennoù gant Jacques La Montagne (3 lodenn)

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]