Thebai (Egipt)
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
---|
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
Thebai (Θῆβαι, Thēbai) eo anv gresianek ur gêr a oa anvet Ouaset pe Niwt (Ar Gêr), e henegipteg. E brezhoneg e reer gant Tebez[1] pe Teba[2] ivez. Bremañ e vez graet Louksor (arabeg: لأقصر) eus al lec'h-se.
E penn pevare nom Egipt e oa Tebez. Kêr-benn rannvroel er penn-kentañ, e teuas Tebez da vezañ ur gêr bouezus en Henegipt adalek an XIvet tierniezh, rak tierniezh ar Montouhoteped hag an Antefed a oa a orin eus Tebez. Tebez a zo ivez kêr orin ar familh Taâ, hendadoù Kamose hag Ahmose, a zieubas Egipt eus an Hiksosed. Goude-se e teuas Tebez da vezañ kêr-benn Egipt e-pad an XVIIIvet hag an XIXvet tierniezh.
Doueed pennañ Tebez a oa Amon, Mout ha C'honsou.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a anv he doa bet ar gêr-se en Henamzer, en o zouez Ouaset (Wȝst) a dalvez « Kêr ar vazh-roue ». Dave a ra an anv-mañ d'an douee Ouseret. Anvet e oa bet Niout-Amon (Niw.t-Jmn) ivez, ar pezh a dalvez « Kêr Amon », Niout-Reset (Niw.t-rs.t) ha Iounou-Shemâ (Iwnw-šmꜥ).
Daou anv zo anvet e-pad ar marevezh ptolemaek : Thēbai (henc'hresianek Θῆβαι), brezhonekaet e « Tebai », « Tebez » pe « Teba », ha Diós pólis megálê (Διός πόλις μεγάλη), anvet Diospolis Magna gant ar Romaned. Diasur eo orin an anv Thēbai : hervez Martin Bernal[3] e teufe war-eeun pe en un doare dieeun eus ur wrizienn henegiptek : ḏbȝt pe dbt, a dalvez « boest, koufr ; charke ; palez ; templ ». Evit lakaat kemm etre Tebez Henegipt ha Tebez e Bro-C'hres, e veze lesanvet an hini gentañ « Tebez he c'hant dor » gant an Henc'hresianed (Θῆβαι ἑκατόμπυλοι Thēbai hekatómpuloi), hag an eil « Tebez he seizh dor » (Θῆβαι ἑπτάπυλοι Thēbai heptápuloi). Goude aloubadeg Henegipt gant Aleksandr Veur e oa bet hevelebekaet Amon ouzh Zeus, ha badezet e oa bet Diós pólis megálê (Διός πόλις μεγάλη, da lâret eo « Diospolis Veur », troet gant ar Romaned Diospolis Magna. En arabeg e reer al-uqṣur anezhi hiziv (الأقصر), brezhonekaet e Louksor.
Hieroglifoù Egipt | |||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Ouaset[4]
|
Niout-Reset[5]
|
Iounou-Shemâ[6]
| |||||||||||||
|
|
| |||||||||||||
(Wȝst) | (Niw.t-rs.t) | (Iwnw-šmꜥ) |
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ragistor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poblet eo kornad Tebez abaoe Henoadvezh krenn ar maen da nebeutañ. Furchadegoù er gwiskadoù douar degaset gant an dour diouzh ar menezioù, war glann kornôg an Nil, a-dal da Louksor, o deus dizouaret bili benet dezho etre daou vilion ha 500000 vloaz[7].
Bili daouduek eus ar Paleoliteg izelañ ha eus ar Paleoliteg krenn a brou e oa annezet Traoñienn ar Rouaned[8] en un doare kustum.
An Henimpalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roud zo eus Tebez adalek 3200 a-raok J.-K. pe war-dro[9]. D'ar mare-se ne oa c'hoazh nemet ur c'hontouer koñvers bihan, hag e oa Menfis a dalveze da gêr-benn da Faraoned an Henimpalaeriezh. Daoust ma n'eus savadur ebet e Tebez a gement a vefe koshoc'h evit lodennoù templ Karnak (savet da vare ar Grennimpalaeriezh moarvat) e oa diskoachet e Karnak lodenn izelañ un delwenn eus Niouserrê savet da vare pempvet tierniezh Henegipt. Un delwenn all, dediet gant ur roue eus XIIvet tierniezh Henegipt anvet Sesostris, a c'hallfe bezañ bet advenet hag adimplijet abalamour m'emañ stern Niouserrê war he gouriz. Dre ma'z eus seizh faraon eus an Henimpaleriezh war roll Kambr an hendadoù[10], e oa marteze un templ d'an nebeutañ e tolead Tebez hag a oa bet savet en Henimpalaeriezh.
Iañ marevezh etre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E diwezh an trede milved a-raok hon oadvezh, ul lignez rouanez nevez (an IXvet hag an Xvet tierniezh) a rene war Goueled Egipt ha norzh Gorre Egipt diouzh o c'hêr-benn, Herakleopolis Magna. Ul lignez all, an XIvet tierniezh, a rene diouzh Tebez war peurrest Gorre Egipt. Evit doare e oant diskennidi da briñs Tebez, Antef an Henañ. Antef Iañ, e vab-bihan moarvat, a oa ar c'hentañ eus an tiegezh da gemer an titl a faraon pa oa bev. Ne'z ae ket e c'halloud pell en tu all da dolead Tebez avat.
Ar Grennimpalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Montouhotep II (ar pezh a dalvez "plijet eo Montou"), eus XIvet tierniezh Henegipt, a gannas rouaned Herakleopolis hag a unvanas Henegipt ur wezh ouzhpenn dindan ar memes rieg, ar pezh a verk deroù ar prantad anvet ar Grennimpalaeriezh. Da-c'houde e viras Montouhotep II hag e ziskennidi o c'hêr-benn e Tebez. Montouhotep a renas e-pad bloaz hag hanter-kant ha sevel ar c'hentañ templ kañv e Deir el-Bahari. Hemañ a awenas Templ ar milionoù a vloavezhioù savet e-kichen gant Hatchepsout, rouanez eus an XVIIIvet tierniezh. E vab Montouhotep III a lakaas ivez sevel ur bez diechu e Deir el-Bahari. Nebeut amzer goude-se, marv Montouhotep IV a verkas fin an XIvet tierniezh.
Da vare an XIIvet tierniezh, Amenemhat Iañ a gasas e gêr-benn pelloc'h en norzh, e Ititaouy. Kenderc'hel a rae Tebez da vleuniañ e-giz kreizenn relijiel rak Amon, doue ar vro, a zeue da vezañ pouezusoc'h-pouezusañ en holl Henegipt. Koshañ dilerc'hioù un templ gouestlet da Amon a oa savet da vare Sesostris Iañ. Rouaned an XIIvet hag an XIIIvet tierniezh o deus taolet pled a-walc'h ouzh an templ-se, met ivez ouzh temploù ar c'hêrioù tro-war-dro nom Tebez. Kalz rouaned o deus lezet o merkoù en templ, o sevel delwennoù dreist-holl.
Da vare ar Grennimpalaeriezh dija e oa deuet Tebez da vezañ ur gêr bras-kenañ. Ar furchadegoù en-dro da dempl Karnak a ziskouez e oa savet e stumm ur gael. Ur c'hilometr hirder a oa dezhi ha kant devezh arat gorread. Kavet ez eus bet dilerc'hioù daou balez ivez[11].
Eil prantad etre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek fin an XIIvet tierniezh, ur strollad Kananeaned a grog d'ober e annez e reter delta an Nil. Kemer a reont ar galloud e reter Goueled Egipt, e Avaris, hag e savont ar XVvet tierniezh anvet Hiksos (eus Heqa-khasout, « renerien eus broioù estren », evel ma rae Henegiptiz eus o renerien). Da c'houde e astennjont o galloud war peurrest Goueled Egipt. Pa oa kemeret Menfis gant an Hiksosed, da vare ren Merneferrê Aÿ pe un tamm goude (war-dro 1 700 a-raok J.-K.), e tec'has rouaned an XIIIvet tierniezh da Debez a zeuas neuze da vezañ ar gêr-benn adarre[12].
Priñsed Tebez (anavet hiziv evel ar XVIvet tierniezh) a zalc'he mat ar vro tro-war-dro e-keit ha ma tiskenne an Hiksosed eus an Delta etrezek ar su betek kreiz Egipt. Heuliet e oa bet an amzer-se gant ur prantad peoc'h. Mont a rae an Hiksosed en tu all da Debez da genwerzhañ gant an Nubianed, ha tud Tebez a gase o zropelloù en Delta hep enebiezh. Adalek amzer Seqenenrê Tâa avat e tigor ar stourm adarre ha tud Tebez, dindan ren Seqenenrê Tâa hag e ziskennidi Ouadjkheperrê Kames hag Ahmôsis Iañ, a zeuas a-benn da aloubiñ ar vro a-bezh ha da adunvaniñ anezhi.
An Nevezimpalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreskiñ a reas Tebez forzh pegement e-doug an Nevezimpalaeriezh, rak eno e oa templ doue an tierniezh, Amon-Ra. Dont a reas ar gêr da vezañ « Heliopolis ar c'hreisteiz », gouestlet da azeulerezh doue an tierniezh, staget-strizh ouzh an ideologiezh roueel. Dont a ra ivez ar vro da vezañ sez bered-veur ar rouaned, ha savet e oa e menezioù Tebez degadoù a vezioù-kev evit ar faraoned.
War glann ar reter emañ tiez ar re vev, en daou du d'an hentoù prosesion a gas eus mogerioù Karnak da dempl Louksor, hentoù heuliet gant bigi sakr Amon, Mout ha C'honsou e-pad Gouel Opet. War ribl ar c'hornôg, glann ar re varv, emañ bezioù ar ar faraoned, hag an temploù kañv, o « c'h/kestell ar milionoù a vloavezhioù », a veze gweladennet bep bloaz gant an doue Amon, e-pad "Gouel kaer an draoñienn". Klotañ a ra an ideologiezh roueel hag azeulerezh Amon-Ra evit doare, e-pad an XVIIIvet tierniezh, an eil oc'h harpañ egile[13]. Adalek an XIXvet tierniezh avat e santer un digempouez etre galloud ar faraoned hag hini kloer Amon-Ra. Kreskiñ a ra an digempouez-se da vare an dinastiezh kentañ hag e tisoc'h e fin an Impalaeriezh nevez gant disrann ar vro etre Ramsès XI, na zeu a-benn da zelc'her e aotrouniezh nemet e norzh ar vro, ha beleg meur Amon, Herihor, a ren war ar su diouzh Tebez.
Betek an Impalaeriezh roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek an XXIvet tierniezh ha disrann ar vro e kollas Tebez e roll a gêr-benn. Dilezet e oa bered-veur Tebez ha faraon ebet ken ne voe douaret eno.
E-doug ar XXVvet tierniezh (hini faraoned Nubia) e krogas ar gêr da gaout pouez adarre. Gevellet e oa azeulerezh Amon-Ra gant hini Amon Napata, doue tierniezh ar « faraoned du ». Taharqa a stagas gant ur programm savadurioù bras, din eus ur gêr-benn, hag e tiorroas ahel ar santualoù o sevel kioskoù bras. Drastet e voe Tebez gant an Assirianed a gasas gante da Ninive an teñzorioù berniet abaoe keit all gant ar faraoned hag a laeras delwennoù an doueed er santualoù zoken, o elfenn bouezusañ ma oa sañset an doueed da vezañ. E -663, ar roue Assurbanipal a zistrujas ar gêr penn-da-benn hag a reas sklaved eus hec'h annezidi.
Biskoazh ne zeuas ar gêr e-barzh, daoust da Alexandr Veur ha goude d'ar Ptolemaiosed d'ober war he zro. E-pad ren Ptolemaios IV ha Ptolemaios V, Tebez a zeuas da vezañ kreizenn an emsavadegoù a zisparti an Tebaid diouzh an Impalaeriezh al Lagided.
Da vare ar Romaned erfin e oa dilezet an temploù tamm-ha-tamm. Staliet e voe ur gwarnizon e Louksor ha dont a reas an templ da vezañ ur c'hreñvlec'h zoken da vare an Detrarc'hiezh. Meur a iliz a oa staliet eno ivez pa zeuas an Impalaeriezh roman da vezañ kristen ha, pa zegouezhas ar vuzulmaned, e oa savet ur voskeenn eno, kement ha ken bihan ma'z eo templ Louksor unan eus koshañ lec'hioù azeulerezh ha pediñ er bed, daoust ma ne azeuler ket ar memes doueoù ken.
Lec'hiennoù arkeologel pennañ Tebez hag an tro-war-droioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Karnak : Temploù Amon-Re, Mout, C'honsou, Montou, Ptah ;
- Templ Louksor : Temple Amon-Min ;
- Traonienn ar rouaned ;
- Traonienn ar Rouanezed ;
- Deir el-Bahari ;
- Set Ma'at her imenty Ouaset ;
- Gournah ;
- Ramesseum ;
- Medinet Habou
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- John R. Baines ha Jaromír Málek, Atlas of Ancient Egypt, Oxford University Press, 1980, pp.84 - 105 ;
- Hermann Kees, Ägypten, Eine kleine Landeskunde, Akademie Verlag Berlin, 1977, pp. 142 - 163.
- Pascal Vernus et Jean Yoyotte, Dictionnaire des Pharaons
- Jean Robin, Thèbes, Temples et Dieux du Nil, Robert Laffont, 1987, ISBN 978-2221504291.
- Fernand Debono, Le temps des pyramides, De la Préhistoire aux Hyksôs (1560 av. J.-C.), levrenn gentañ, Gallimard, 2006, ISBN. 978-2-07-011863-2
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Roparz Hemon, Dictionnaire breton-français, 1995, p. 780
- ↑ Termofis, pennad "nyctère de la Thébaïde", troet gant "nikter Teba"
- ↑ Martin Bernal, 2006, Black Athena. The Afroasiatic Roots of Classical Civilization, Vol. Patrom:III: The Linguistic Evidence, Rutgers University Press, p. 504 ; Martin Bernal, 2001, Black Athena Writes Back. Martin Bernal responds to his critics, Duke University Press, p. 154.
- ↑ Adolf Erman and Hermann Grapow: Wörterbuch der ägyptischen Sprache. Akademie Verlag, Berlin 1971. p. 259.
- ↑ Erman/Grapow: Wörterbuch der ägyptischen Sprache, p. 211.
- ↑ Erman/Grapow: Wörterbuch der ägyptischen Sprache, pp. 54 & 479.
- ↑ Debono, 2006 p. 45.
- ↑ Debono, 2006, p. 46-49.
- ↑ Karnak (Thebes), Egypt. Ancient-wisdom.co.uk. 2013-07-29.
- ↑ Snefrou, Sahourê, Djedkarê Isesi, Teti, Pepi Iañ ha Mérenrê Iañ
- ↑ Barry J. Kemp, Ancient Egypt, Anatomy of a Civilization, Second Edition, New York 2006, ISBN 9780415235501, p. 225-229.
- ↑ Daphna Ben Tor, « Sequences and chronology of Second Intermediate Period royal-name scarabs, based on excavated series from Egypt and the Levant », e-barzh The Second Intermediate Period (Thirteenth-Seventeenth Dynasties), Current Research, Future Prospects, embannet gant Marcel Maree, Orientalia Lovaniensia Analecta, 192, 2010, p. 91.
- ↑ Da skouer er skeudennoù teogamiezh e templ Hatchepsout e Deir el-Bahari p e-barzh hini Amenhotep III Louksor.
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |