Daoudueg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Daouduegoù sileks (mirdi Tolosa).
Tresadenn o tiskouez an implij ag un daoudueg.

Un daoudueg a reer en henoniezh hag en henzenoniezh eus ur benveg maen benet dezverkus eus prantadoù koshañ ar Ragistor.

En Europa en em ziskouezas en Henoadvezh koshañ ar maen, dreist-holl da vare an Akeulean, met bout a oa anezhañ c’hoazh da vare ar Mousterian. Kavet eo bet an daouduegoù koshañ e reter Afrika, war lec’hienn Olduvai e Tanzania peurgetket (1,6 milion a vloavezhioù) , met ivez e Kokiselei war ribloù al lenn Turkana e Kenya (1,76 milion a vloavezhioù).

Graet e vez (pe e veze kentoc’h) un daoudueg o patromañ a-damm-da-damm ur pezh maen o tistagañ skolpoù diouzh e daou du. Ur simetriezh daoudu zo d’an daouduegoù enta, ar pezh a c’hellfe diskouez, hervez ragistorourion zo, sorboù a-fet kenedelezh a-berzh an obererion.

Implijet e veze mein liesseurt evit o gober: sileks (maen-tan), kouarzit, kouarz pe karregadoù volkanek (ag an obsidian d'ar fonolit).

Diaes eo c'hoazh resisaat an implij a veze graet anezhe (didroc'hañ, drailhañ, evit al lidoù,...) abalamour d'an diouer a brouennoù.