Mout

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un dresadenn eus an doueez diwar skouer oberennoù Henegipt
Mout hag an doue Amon

E mitologiezh Henegipt, Mout (ar vamm), an hini wregel, he deus engehentet C'honsou, doue al Loar, aroueziañ a ra ar vammelezh. Un doueez dañjerus eo rak en em dreuzfurmiñ a ra e leonez he skilfoù lemm. Doueez-gup su Henegipt eo ivez. Gouzout a ra ivez, dindan neuz ur gup, beilhañ war an dud ha reiñ buhez dezhe en-dro. Sellet e oa outi evel un doueez kentidik, liammet ouzh an dourioù zo ganet pep tra dioute.

E Triadenn Teba ez eo mamm C'honsou ha pried Amon. Neuz Sec'hmet he deus, met peurliesañ e vez taolennet evel ur vaouez koefet gant ar gurun wenn ha dibourc'hoù ur gup.

E-mesk titloù niverus Mout emañ "Mamm ar bed", "Lagad Ra", "Rouanez an doueezed", "Intron an neñv", "Mamm an doueed", ha "Homañ hag a ro ar vuhez, Met ne voe ket ganet gant hini".

Kemmoù statud[kemmañ]

An anv Mout a oa unan eus titloù an dourioù kentañ eus ar c'hosmos, Nou, e kosmogoniezh an Eizhad e-doug an Henimpalaeriezh. Koulskoude e kreskas ar c'hemm a oa etre ar vammelezh hag an dourioù kosmek diwezhatocc'h ha dispartiet e voe an div voudelezh, ha Mout a c'hounezas perzhioù eus an douez he doa krouet ar bed, dre ma oa ar vamm a oa diwanet ar c'hosmos diouti.

An hieroglif evit anv Mout, hag evit "mamm", a oa ur gup gwenn, a oa sellet oute gant Henegiptiz evel loened mammel-kenañ. Dre ma n'eus kemm bras ebet etre pluñv pared ha parezed guped gwenn Egipt, e krede Henegiptiz e oant holl parezed a goñseve o re vihan pa oant speriet gant an avel.


Kalz diwezhatoc'h e tisplegas mojennoù nevez ne c'halle ket kaout bugale hag he doa advabet unan, dre ma n'he doa ket Mout a dad hag a vamm, ha dre ma oa krouet diwar netra.

Pa oa savet un driadenn doueed klok evit pantheon Teba, e voe lavaret e oa bet advabet Menthoù, doue ar brezel, gant Mout. Poblek e tleje bezañ bet ar choaz-se, graet da glokaat Triadenn Teba. Met dre ma oa an isheru, al lenn sakr e diavaez templ kozh Mout e Karnak, e Teba, e stumm ur c'hresk Loar e kemeras C'honsou, doue al Loar, lec'h Menthou evel doue advabet gant Mout.


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg