Temploù Henegipt

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartouchenn lec'hioù.jpg
Pennad lodek eus an heuliad
Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur
Egypt Karnak test.png
Templ Dendur, savet war urzh Aogust, miret er Metropolitan Museum of Art, e New York

N'eus ket bern sevenadurezhioù er bed o dije lakaet sevel kement a vonumantoù evit enoriñ o doueeoù ha hini Henamzer Egipt. Savet da gentañ evel klozadurioù kinklet gant totemoù sakr da vare an Henvarevezh, ne baouezo ket stumm an temploù da emdreiñ a-hed an istor faraonek. Dreist-holl eo an tremen eus ar brikennoù kriz da "zanvez ar beurbadelezh, ar maen, eo zo o vont da cheñch penn-da-benn doare ar savouriezh relijiel pa vo tu gantañ da sevel savadurioù monumantel. Gwir en doa ivez faraon, doue bev anezhañ, da gaout e dempl ivez : "kastell ar milionoù a vloavezhioù" a-benn lakaat e "" (ene) da drebadout en tu all d'ar marv.

Krediñ a rae da Egiptiz an Henamzer e skuilhe an Doueed o bennozh warno e-keit ha ma choment war an Douar. Evit mirout anezho tost dezho ha bezañ sur eus o madelezh e klaskent plijout dezho e kement doare a oa. Evit-se eo ma'z eus bet savet santualioù ma veze enoret an Doueed bemdez gant beleien e-lec'h faraon, an hanterour nemetañ etre an doueed hag an dud. Ouzhpenn bezañ lec'hioù pediñ e oa an temploù lec'h annez douarel gwir an doueed ivez. Dibabet o doa an doueed dont da chom enno e stumm delwennoù sakr a veze graet war zro gant ar veleien dre roadoù hag al liderezh.

En temploù e veze graet o deskoni gant ar veleien yaouank ivez, enno e veze desket soutilderioù an deologiezh ha furnez ar re gozh. Kreizennoù studi steredoniel e oant ivez ha, dre ar Per-Ankh, kreizennoù studi klok ma veze adskrivet ha deskrivet an testennoù sakr gant ar skriverien.

Implijout a rae an temploù brasañ, evel hini Amon e Karnak, ur c'hoskor melestradurel bras a veze meret gantañ madoù ar gloer, an "domani sakr".

Kalz muioc'h eget lec'hioù devot e oa an temploù neuze : bez' e oant ivez ti an doueed hag un ensavadur, ur savadur sevenadurel ha relijiel.

E-touez an temploù, ez eus lod brudet-kaer (en o zouez ez eus lod zo aet d'an traoñ)

Geriaoueg a denn d'an temploù :

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg