Tierniezh ar Btolemeed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tierniezhioù faraoned
e Henegipt
Prantad raktierniezh
Prantad prototierniezh
Prantad thinit
1añ 2
Rouantelezh kozh
3de 4re 5vet 6vet
I marevezh etre
7vet 8vet 9vet 10vet
11vet (Teba nemetken)
Rouantelezh krenn
11vet (Egipt a-bezh) 12vet
II marevezh etre
13vet 14vet 15vet 16vet 17vet
Rouantelezh nevez
18vet 19vet 20vet
IIIde marevezh etre
21 22 23de 24re 25vet
Maread izel
26vet 27vet 28vet
29vet 30vet 31
Prantad Gresian
Aleksandr Veur
Tierniezh ar Btolemeed
Prantad Roman

Tierniezh ar Btolemeed, (henc'hresianeg : Πτολεμαῖοι, anvet ivez a-wezhioù al Lagided, eus an henc'hresianeg : Λαγίδαι, diwar anv tad Ptolemaios I, Lagus) a oa un dierniezh rouanez c'hresian[1][2][3][4] a rene war impalaeriezh Henegipt e-pad ar prantad hellenistek. 275 vloaz e padas o zierniezh, eus 305 kent JK da 30 kent JK. An 32vet ha diwezhañ tierniezh eus Henegipt e oa

Ptolemaios, unan eus ar seizh "somatofilakes" (gwarded-korf) a oa jeneraled ha kannaded Aleksandr veur, a oa anvet satrap Egipt goude marv Aleksandr e 323 kent JK. E 305 kent JK, e kurunas anezhañ e-unan Roue, dindan an anv a Btoleme I, lesanvet diwezhatoc'h "Soter" (savetaer). Degemeret e oa buan ar Btolemeed evel warlerc'hidi ar faraoned. Ren a reas an dierniezh war Egipt betek aloubadeg ar Romaned e 30 kent JK.

Kemeret e oa an anv Ptolemaios gant renerien val an dierniezh. Ar rouanezed, a oa lod anezhe c'hoarezed o fried, diouzh giz Faraoned Henegipt, a veze anvet da gustum Kleopatra, Arsinoe pe Berenis. An hini vrudetañ eus an dierniezh eo an diwezhañ rouanez, Kleopatra VII, anavet evit he ferzh er brezel etre Julius Caesar ha Pompeius, ha diwezhatoc'h etre Octavius ha Marcus Antonius. En em lazhañ a reas pa oa aloubet he bro gant ar Romaned.


Impalaeriezh ar Btolemeed[kemmañ]

Impalaeriezh ar Btolemeed (glas)

Anv en Egipteg[kemmañ]

Kartouchenn egipteg ar Btolemeed: P T U L M Y S
<
p
t
wA l
M
i i s
>


Gwezenn simplaet ar familh Ptoleme[kemmañ]

EgyptianPtolemies.png

Kronologiezh faraoned an dierniezh[kemmañ]

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg


Notennoù[kemmañ]

  1. Cleopatra: A Sourcebook (Oklahoma Series in Classical Culture) gant Prudence J. Jones, p 14, “They were members of the Ptolemaic dynasty of Macedonian Greeks, who ruled Egypt after the death of its conqueror, Alexander the Great.”
  2. Women in Hellenistic Egypt gant Sarah B. Pomeroy, p 16 : “while Ptolemaic Egypt was a monarchy with a Greek ruling class."
  3. the Oxford Encyclopedia of Ancient Egypt. “,Cleopatra VII was born to Ptolemy XII Auletes (80–57 BCE, ruled 55–51 BCE) and Cleopatra, both parents being Macedonian Greeks.
  4. Encyclopedia of the Archaeology of Ancient Egypt gant Kathryn Bard p 488 : “ Ptolemaic kings were still crowned at Memphis and the city was popularly regarded as the Egyptian rival to Alexandria, founded by the Macedonian Greeks.” ; P 687” During the Ptolemaic period, when Egypt was governed by rulers of Greek descent…”