Taol Anthropoid

Eus Wikipedia
Taol Anthropoid
oberiadur-brezel
Rann eusEil Brezel-bed Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°7′4″N 14°27′51″E Kemmañ
Deiziad27 Mae 1942 Kemmañ
PalReinhard Heydrich assassination Kemmañ
PerzhiadJan Kubiš, Jozef Gabčík Kemmañ
BukennReinhard Heydrich Kemmañ
Map

Taol Anthropoid a oa anv-kod un taol bet aozet gant izili Special Operations Executive (ur rann eus servijoù kuzh Breizh-Veur he fal sikour an stourm enepnazi en Europa) e bal lazhañ ar penn nazi Reinhard Heydrich, hag a oa eil penn SS d'ar mare-se. Kaset e voe an taol da benn vat gant Tchekoslovaked a voe lakaet da bleustriñ e Londrez, ha gant harzoù-lamm e tizhjont gwarez-stad Bohemia-Moravia.

Reinhard Heydrich a oa e penn RSHA, penn Bohemia-Moravia, pennaozer an diskoulm diwezhañ hag an Einsatzgruppen e oa ivez.

Degouezhad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reinhard Heydrich[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1939 e oa Heydrich e penn (RSHA), un aozadur ma oa bodet ar Gestapo, ar Sicherheitsdienst (SD), hag ar Kripo.

Ur perzh a-bouez en doa ivez e lazhañ enebourien Hitler koulz hag en aozañ an diskoulm diwezhañ. Aon o doa jeneraled an arme alaman razañ, abalamour d'e c'halloud ha d'e varregezhioù.Ken bras e oa e berzh er renad nazi ken e oa bet soñjet e c'hallje kemer plas Himmler.

E miz Gwengolo 1941 e voe lakaet Heydrich da c'houarnour Bohemia-Moravia, da lavaret eo diktarour de facto, e-lec'h Konstantin von Neurath, a oa gwelet evel un den laosk gant Hitler.

Boas e veze da bourmen en ur c'harr digor e doenn, da ziskouez en doa fiziañs en arme aloubiñ hag er gwask a veze lakaet gant ar soudarded alaman war an Dcheked.

Reinhard Heydrich

Ken kriz e oa Heydrich ken e oa bet lesanvet kiger Praha.

Degouezhad (strategiezh)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiriadoù tapet gant an nazied 1941–42

E dibenn 1941 e oa deuet a-benn Hitler da vezañ mestr war ul lodenn vras eus Europa hag edo arme an Trede Reich o tostaat ouzh Moskva. Soñjal a rae da bennoù-bras ar Gevredidi e tlefe URSS kodianañ.

Er Rouantelezh-Unanet edo harluet gouarnamant Tchekoslovakia, Edvard Beneš en e benn. Gwask a veze lakaet warnañ gant servijoù spiañ ar Rouantelezh-Unanet, rak ne veze ket stourment kazl a-enep an Nazied er vro abaoe ma oa bet aloubet gant an Alamaned e 1939. E Tchekoslovakia e veze produet kalz dafar a veze implijet gant an Trede Reich. Fellout a reas neuze da izili ar gouarnamant tchek diskouez e oa an Dcheked eus tu ar Gevredidi. Gant soudarded vreizhveuriat Special Operations Executive (SOE) e oe lakaet ar soudarded tchek da bleustriñ ha da brientiñ o zaol[1].

E-touez abegoù ar Vreizhveuriz da lazhañ Heydrich e oa ar fet derc'hel gant an Amiral Canaris, ha ne oa ket ken dañjerus ha Heydrich hag ober a-seurt ma ne vefe ket lakaet Heydrich da c'houarnour Pariz.

An taol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prientiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh soudard tchek harluet er Rouantelezh-Unanet : Jozef Gabčík, Jan Kubiš ha daou strollad all (Silver A ha Silver B) a voe kaset da Dchekia gant kirri-nij ar Royal Air Force e-pad nozvezh an 28 a viz Kerzu 1941. Harzoù-lamm eo a implijjont.

Jozef Gabčík ha Jan Kubiš en em gavas e reter Praha; daoust ma oa bet soñjet e vefent degouezhet e-kichen Plzeň. Mont a rejont da Blzeň da gaout un den a fiziañs ha goude-se ez ejont da Braha, ma oa raktreset an taol.

Jan Kubiš
Jozef Gabčík

E Praha ez ejont e darempred gant meur a zen ha meur a aozadur enepnazi dezho da gas o zaol da benn vat. Er penn-kentañ o doa soñjet Jozef Gabčík ha Jan Kubiš lazhañ Heydrich pa vefe en un tren, met ar menzo-se a zilezjont. Goude-se e soñjjont staliañ ur fun en hent etre ti-annez Heydrich ha Praha. Meur a eurvezh e c'hortozjont, hag adkaset e voent da Braha gant al letanant Adolf Opálka, hag eñ ezel eus Out Distance. Lazhañ Heydrich e Praha a oa o zrede menoz.

Ar muntr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'harr ma voe lazhet Heydrich
Mercedes 320 B, bet perc'hennet gant Reinhard Heydrich. Heñvel ouzh an hini ma voe lazhet. War ziskouez e Mirdi istor an arme e Praha

D'a 27 a viz Mae 1942 da 10e30 mintin e stagas Heydrich gant an hent etre e di-annez e Panenské Břežany ha kastell Praha.Pres a oa warnañ se zo kaoz ne c'hortozas ket an ambrougadenn boliserien a veze gantañ peurliesañ. Jozef Gabčík ha Jan Kubiš a oa o c'hortoz er c'horn-pleg e-kichen ospital Bulovka (e karter Praha-Libeň). 100 metrad pelloc'h en norzh edo Valčik, o c'hedal gwelout ar c'harr o tremen e oa.

P'edo Mercedes-Benz didoenn Heydrich o tostaat e lammas Jozef Gabčík war an hent hag e klaskas tennañ met a-dreuez ez eas e Sten. Heydrich a lakaas e vlenier, an SS-Oberscharführer Klein, da lakaat ar c'harr da chom a-sav. Pa glaskas Heydrich sevel ha lazhañ Jozef Gabčík e voe taolet ur c'hreunadenn eneptankoù gant Jan Kubiš. Daosut ma ne gouezhas ket ar c'hreunadenn er c'harr e voe toullet an nor zehou ha tizhet Heydrich. Gloazet e voe Jan Kubiš ivez. Klask a reas Heydrich mont da heul Jozef Gabčík met semplañ a reas. Goulenn a reas gant Klein tapout Gabčík, hag a dennas div wech war Klein hag a c'hloazas anezhañ[2].

Soñjal a rae d'an Dcheked ne oant ket deuet a-benn, met eizhtez goude e varvas Heydrich diwar septikemiezh.

Irienn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heinrich Himmler, hag eñ a-us Heydrich er hierarkiezh nazi, a zivizas ober war-dro. Ne voe aotreet mezeg tchek na hini ebet eus ar Wehrmacht da oberata Heydrich, ha kaset e voe medisined Himmler. D'ar 4 a viz Even 1942 e varvas Heydrich diwar septikemiezh. Hervez medisined Himmler e vije marvet Heydrich abalamour da dammoù azezennoù ar c'harr aet en e c'houlioù pa darzhas ar c'hreunadenn, hag evel-se e vije bet kontammet. Hervez lod e oa gwarizius Himmler hag en doa aon rak Heydrich ivez, se zo kaoz ne sav ket a-du an holl gant an displegadenn-se.

Hervez istorourien zo[3] e vije bet taget Heydrich gant un arm biologel hag evel-se e tisplegont e vije marvet padal ne soñje ket d'an dud e varvfe. Abalamour d'ar votulegezh e vije marvet hervezo[4], ha mesket e vije bet toksin ar votulegezh gant peg a oa tro-dro d'ar c'hreunadenn.

Heuliadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distro-gwall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goulenn a reas Hitler gant izili SS ha re Gestapo ma vefe furchet e pep lec'h e Bohemia evit adkavout ar re o doa graet an taol. Er penn-kentañ en doa soñjet lazhañ Tcheked e-leizh, met cheñch ali a reas rak ezhomm en doa eus labour an Dcheked hag a oa a bouez bras evit arme an Trede Reich. A-benn ar fin ez eo miliadoù a dud a c'houzañvas.

Torfedoù a voe e div gêriadenn dreist-holl : Ležáky ha Lidice[5]. Distrujet penn-da-benn e voe Lidice. Holl baotred kêr a voe drouklazhet war al lec'h, kaset ar maouezed da gamp Ravensbrück hag ar vugale da Chełmno pe kaset da familhoù alaman, diouzh reolennoù programm Lebensborn[6],[7].

Ne felle ket d'ar Gevredidi e c'hoarvezfe seurt traoù en-dro, se zo kaoz e chomjont a-sav gant aozañ taolioù evel-se. Daou vloaz goude e soñjjont aozañ taol Foxley, e bal lazhañ Hitler, met ne voe ket kaset da benn vat.

Taol Anthropoid a voe ar wech nemeti ma voe drouklazhet ur penn bras nazi e-pad an Trede Reich.

War glask ar vuntrerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prenestr iliz Kiril ha Metod ma weler stokoù an tennoù. Eno edo kuzhet izili ar c'hommado

Kuzhat a reas ar vuntrerien e tiez div familh prahat a gemere perzh er stourm enepnazi. Goude-se e teujont a-benn da guzhat en iliz Kiril ha Metod e Praha. Ne zeuas ket a-benn izili Gestapo da gavout anezho betek ma vefe gwerzhet ar re o doa o sikouret gant Karel Čurda, hag a c'hounezas ur milion a Reichsmark.

Gant Čurda e voe lavaret pelec'h e oa kuzhiadelloù ar rouedad Jindra, re ar familh Moravec (eus Zizkov) en o zouez. D'ar 17 a viz Even da 5 eur vintin e voe furchet ranndi ar familh gant izili Gestapo. An itron Moravec en em lazhas (lonkañ kianur a reas) p'edo er privezioù. He gwaz ne oueze ket e oa-hi perzh eus ar stourm enepnazi, hag e voe kaset da Balez Peček asambles gant e vab Ata. Eno e voe jahinet Ata an devezh-pad : lakaet e voe da vezviñ diwar evañ kognak ha diskouezet e voe dezhañ penn troc'het e vamm lakaet en akwariom[8]. A-benn ar fin e lavaras Ata Moravec ar pezh a oueze. 700 soudard a voe kaset d'an iliz, met ne zeujont ket a-benn da dapout an harz-lammerien vev. Tri stourmer, Jan Kubiš en o zouez, a voe lazhet er sal-pediñ,[9] goude un emgann div eurvezh-pad[10]. Ar pevar stourmer all a chome, Jozef Gabčík en o zouez, en em lazhas er c'hev-iliz goude bezañ stourmet ouzh SS a glaskas mogediñ ha beuziñ anezho[11]. 14 SS a voe lazhet hag 21 anezho gloazet[12],[13].

Heuliadoù politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da-heul an taol e tivizas ar Gevredidi e vefe adstaget Sudetenland da Dchekoslovakia pa vefe trec'het an Trede Reich. Divizet e voe ivez e tlefe skarzhañ ar poblañsoù alaman diouzh Tchekoslovakia.

Dre ma oa Heydrich unan eus pennoù bras an Trede Reich e voe aozet daou lid-kañv : an eil e Praha ma voe miliadoù a SS o tougen pennoù-gouloù war bord hent ar c'hastell, hag egile e Berlin, ma kemeras perzh holl bennoù bras ar renad nazi. Gant Hitler e-unan e voe lakaet medalenn Urzh Alamagn ha hini Urzh ar gwad war un dorchenn.

Karel Čurda a glaskas en em lazhañ, ha krouget e voe e 1947.

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazez meur a film eo bet Taol Anthropoid :

Ha hini meur a levr ivez :

Ar ganaouenn A Lovely Day Tomorrow (2004) gant ar strollad British Sea Power. Da gentañ e voe embannet evel tu B ur bladenn single. Adenrollet e voe asambles gant al laz-seniñ tchek «The Ecstasy of St. Theresa», e saozneg koulz hag e tchekeg (Zítra bude krásný den).

Kinniget eo bet an taol da-geñver un diskouezadeg bet aozet er Mirdi Broadel Slovak e miz Mae 2007, da enoriñ ar rezistanted tchek ha slovak.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Reference MRD Foot SOE and others
  2. Alan Burgess: Seven Men At Daybreak, p.160. ISBN 0-553-23508-7
  3. Patrick Berche, L'histoire secrète des armes biologiques. Mensonges et crimes d'État, Robert Laffont, 2009, p. 65.
  4. Un nebeud eurvezhioù kent mervel e voe gwelet simptomoù ar votulegezh warnañ : kigennoù an izili, re an toraks re an dremm hag ar gouzout o seizañ tamm-ha-tamm (ibid, p. 65).
  5. "Lidice" in Larousse
  6. Laurent Binet, HHhH, 2010, Grasset
  7. Encyclopédie BS, : au fil des jours (2ième guerre mondiale)
  8. McDonald, Callum: The Killing of Reinhard Heydrich: The SS “Butcher of Prague”, p.202. ISBN 0-306-80860-9
  9. Mervel a reas Jan Kubiš nepell goude an argadenn
  10. McDonald, Callum: The Killing of Reinhard Heydrich: The SS “Butcher of Prague”. ISBN 0-306-80860-9
  11. Alan Burgess: Seven Men At Daybreak. ISBN 0-553-23508-7
  12. Axis History Forum • View topic – Dernier combat des assassins d'Heydrich
  13. Ray R. Cowdery with Peter Vodenka: Reinhard Heydrich: Assassination. Victory WW2 Publishing Ltd. (1994) Lakeville, MN, USA

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • McDonald, Callum: The Killing of Reinhard Heydrich: The SS “Butcher of Prague”. ISBN 0-306-80860-9
  • Burian, Michael: Assassination: Operation Anthropoid 1941–1942. Prague: Avis, 2002.
  • Valka.cz, a complete Operation Anthropoid overview
  • Ray R. Cowdery with Peter Vodenka, Reinhard Heydrich: Assassination, Victory WW2 Publishing Ltd. (1994) Lakeville, MN, USA
  • Alan Burgess, Seven Men At Daybreak, Evans Brothers Limited, 1960, ISBN 0-553-23508-7
  • Blairspey at Uboat.net
  • Robert Gheysens, "La mort de Heydrich. Il y a 25 ans : l'attentat contre Heydrich", Historia niv. 247, miz Even 1967 p. 102-112.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.