Gwarez-stad Bohemia-Moravia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel ar gwarez-stad
Skoed-ardamez ar gwarez-stad1
Harzoù Gwarez-stad Bohemia-Moravia (1939-1945)

Gwarez-stad Bohemia-Moravia eo anv an aozadur politikel savet gant pennoù an Trede Reich da ren e tiriadoù Bohemia, Moravia ha Silezia dchek, da-heul diframmañ Tchekoslovakia ur wech sinet emglevioù München hag aloubet ar vro gant ar arme alaman. D'ar 15 a viz Meurzh 1939 e voe embannet krouidigezh ar gwarez-stad gant Adolf Hitler, da-heul diskleriadur dieubidigezh ar Republik Slovak. Emil Hácha, hag a oa bet prezidant Tchecoslovakia, a chomas e penn ar Stad.

Aloubadeg gant an Alamaned[kemmañ]

D'ar 16 a viz Meurzh 1939 e voe embannet statud ar gwarez-stad gant Hitler. Kement proviñs a oa a veze renet gant un Oberlandrat. Emglev broadel a oa ar strollad politikel ofisiel nemetañ, tapet 99% eus ar mouezhioù gantañ e miz Mae 1939[1]. Dre ma ne oa nemet ur strollad politikel ne oa ket ezhomm da gaout ur parlamant. Ar prezidant hag ar gouarnamant n'o doa tamm galloud ebet. Etre daouarn ar Reichsprotektor e oa ar galloud, ha renet e veze ar melestradur gant sekretour-stad ar gwarez-stad, Karl Hermann Frank e anv. Ar servijoù-polis alaman evel ar Sicherheitsdienst pe ar Gestapo a laboure er gwarez-stad hag e krogjont da dagañ an enebourien bolitikel hag ar repuidi bolitikel alaman n'o doa ket gellet mont kuit a-raok ar 15 a viz Meurzh 1939[2].

Er mizioù kentañ e klaskas ar pennoù alaman bezañ gwelet mat gant ar vicherourien peogwir e oa ezhomm eus o labour[1] hag ar gwask a voe lakaet kentoc'h war al lenneien.

D'an 28 a viz Here 1939 e voe manifestadegoù bras da lidañ deiz-ha-bloaz dizalc'hidigezh Tchekoslovakia ha da sevel a-enep an aloubiñ. E-pad an emgannoù e voe lazhet ur studier, Jan Opletal e anv, gant ur poliser alaman. Un digarez e voe evit lakaat serriñ ar skolioù-meur. Nav studier hag a oa e penn an emsavadeg a voe fuzuilhet ha re all a voe kaset da gampoù-bac'h en Alamagn[2]. Fiziet e voe an Deskadurezh vroadel en ur c'henlabourer feal, ar c'horonal Moravec[1].

E miz Gouere 1939 e varvas Alfons Mucha goude bezañ bet jahinet gant poliserien ar Gestapo.

Kavout a rae da Hitler e oa re wak Konstantin von Neurath ha neuze e voe lakaet Reinhard Heydrich da "Reichsprotektor" d'ar 24 a viz Gwengolo 1941. Kerkent ha degouezhet e lakaas ar ministr kentañ, Alois Elias e anv, da vezañ kondaonet d'ar marv[3]. Etre ar 27 a viz Gwengolo hag an 29 a viz Du e lakaas fuzuilhañ ouzhpenn 400 den. Gant izili ar Gestapo e voe lazhet ouzhpenn 4000 stourmer pe enebour. Meur a lenneg a voe drouklazhet : Vladislav Vančura e 1942 ha Julius Fučík e 1943[1].

Ouzhpenn e bolitikerezh spont e klaskas Heydrich bezañ gwelet mat gant ar boblañs : lakaat a reas kreskiñ al lodennoù boued, lakaat a reas da dalvezout al lezennoù sokial alaman hag e stourmas ouzh ar marc'had du. Evel-se e teuas a-benn da wanaat ar stourm enepnazi tchek. Soñjal a reas neuze da bennoù ar Gevredidi e oa ret lazhañ anezhañ. Aozet e voe taol Anthropoid, ha mervel a reas Heydrich d'ar 4 a viz Even 1942. Da-heul an darvoud e voe lazhet ouzhpenn mil den gant ar soudarded alaman. E kêrioù zo e voe heskinet ar boblañs a-bezh, evel e Lidice da skouer.

Jaroslav Krejčí, kañseller ar gwarez-stad, e-pad ur brezegenn e Tábor. Gwelout a reer (a gleiz da zehou) : banniel an Trede Reich, an erer nazi o tisplegañ e ziveskell a-us ur skoed ma weler leon Bohemia, erer Moravia ha banniel ar gwarez-stad
Rannoù melestradurel ar gwarez-stad

Reichsprotektor[kemmañ]

Heskinerezh diazezet war ar ouenn[kemmañ]

El lezenn dchek e veze anavezet ar geodedouriezh hag ar vroadelezh ivez (tchek, slovak, alaman, yuzev, polonat, hungarat, rom...). Pa voe preizhet ar vro gant an Trede Reich e voe implijet ar rolloù-se da gas an heskinañ da benn vat. Implijet e voent ivez goude ar brezel da aozañ ar skarzhañ Alamaned Sudetenland (dekredoù Beneš).

Heskinerezh ar Yuzevien[kemmañ]

Kerkent hag aozet ar gwarez-stad e voe lakaet Lezennoù Nürnberg da dalvezout gant von Neurath[4]. Lakaet e voe ar Yuzevien e diavaez ar gevredigezh. Miret outo a bourmen, bihanaet o lodennoù-boued, rediet e voent da zougen arouezioù ispisial. Miret outo ivez a gemer perzh en abadennoù sevenadurel ha sportel, ha miret ouzh o bugale a vont d'ar skol[5].

Da-heul e voe tapet o madoù diganto ha tamm-ha-tamm e voent kaset da gamp Theresienstadt e Bohemia. En holl e voe bac'het 141 184 Yuzev ennañ, an hanter anezho a zeue eus ar gwarez-stad, an hanter all a oa Yuzevien gozh eus Alamagn hag Aostria, ur bern anezho a varvas er c'hamp. Al lodenn vrasañ eus ar Yuzevien dchek a voe kaset goude-se da gamp-diouennañ Auschwitz[6].

War a lenner en ur rentañ-kont alaman eus dibenn 1942 e voe forbannet 69 677 Yuzev a orin eus ar gwarez-stad, hag e chome 15 550 anezho er vro. E dibenn ar brezel ne chome nemet 6 550 e diavaez ar c'hampoù. Al lodenn vrasañ anezho a oa izili koubladoù kemmesk[7].

Heskinerezh an Dziganed[kemmañ]

Ken abred hag e 1927 e oa bet embannet ul lezenn enep an Dziganed kantreer e Tchekoslovakia : roet e veze kartennoù-anv ispisial dezho, disheñvel diouzh re ar geodedourien voutin. D'an 10 a viz Here 1941 e tivizas Reinhard Heydrich aozañ skarzherezh an Dziganed diouzh Bohemia-Moravia. Bac'het e voent e daou gamp : hini Lety e Bohemia ha hini Hodonín e Moravia. E-tro dibenn 1942 e tivizas Heinrich Himmler ober un dibab diazezet war ar ouenn : aotreet e vefe Tziganed da vevañ, re all a vefe disperiet ha re all a vefe kaset da gamp Auschwitz. Etre 22 000 ha 23 000 Tzigan a orin eus Alamagn, Aostria, ar gwarez-stad, Polonia, Belgia, an Izelvroioù ha norzh Bro-C'hall a voe kaset da gamp Birkenau ma voent bac'het un ur rann ispisial[8].

Distrigoù ar gwarez-stad[kemmañ]

Rannet e voe Gwarez-stad Bohemia-Moravia e daou Land : Böhmen (Bohemia) ha Mähren (Moravia). An daou anezho a voe rannet en Oberlandratsbezirke, enno meur a Bezirke.

Böhmen
Budweis Budweis, Gumpolds, Ledetsch, Pilgrams, Tabor, Wittingau
Königgrätz Chrudim, Hohenmauth, Jitschin, Königgrätz, Königinhof, Leitomischl, Nachod, Neu-Bidschow, Neuenburg, Pardubitz, Reichenau, Semil
Pilsen Klattau, Kralowitz Pilsen-Land, Pilsen-Stadt, Pisek, Schüttenhofen, Strakonitz, Taus
Prag Beneschau, Beraun, Böhmisch-Brod, Brandeis, Jungbunzlau, Kladno, Kolin, Laun, Melnik, Pibrans, Prag-Land-Nord, Prag-Land-Süd, Prag-Stadt, Rakonitz, Raudnitz, Schlan, Seltschan, Tschaslau
Mähren
Brünn Boskowitz, Brünn-Land, Brünn-Stadt, Gaya, Göding, Ungarisch-Brod, Ungarisch-Hradisch, Wischau, Zline
Iglau Groß-Meseritsch, Iglau, Mährisch-Budwitz, Neustadtl, Trebitsch
Mährisch-Ostrau Friedberg, Kremsier, Littau, Mährisch-Ostrau, Mährisch-Weißkirchen, Olmütz-Land, Olmütz-Stadt, Prerau, Proßnitz, Wallachisch-Meseritsch, Wesetin

Dibenn ar gwarez-stad[kemmañ]

Timbr ar Gwarez-stad dreist-moulet e miz Mae 1945 e Prusinovice

D'an 21 a viz Gwengolo 1944 en em gavas soudarded an Arme Ruz en tiriad tchekoslovak. Er c'hornôg edo an arme amerikan, hag a chomas a-sav e Plzeň d'ar 6 a viz Mae. D'ar 5 a viz Ebrel 1945 en em gavas Edvard Beneš hag en deiz war-lerc'h e stagas gant ur gouarnamant a genemglev. D'ar 5 a viz Mae e tarzhas emsavadeg Praha hag en deiz war-lerc'h e krogas soudarded an Arme Ruz da dagañ. D'an 9 a viz Mae e voe dieubet Praha, ha d'ar 14 e voe harzet Emil Hácha.

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 M. Laran, pennad Tchécoslovaquie in Encyclopedia Universalis, 2000.
  2. 2,0 2,1 Petr Čornej, Jiří Pokorný, L’Histoire des pays tchèques jusqu'à l'an 2004, Práh, 2003.
  3. Mario R. Dederichs, Heydrich, Tallandier, Paris, 2007, p.172
  4. Raul Hilberg, La destruction des Juifs d'Europe, Folio Gallimard, 2006, levrenn I, p. 224
  5. Histoire des pays tchèques, p.405
  6. Raul Hilberg, La destruction des Juifs d'Europe, Gallimard, Folio, 2006, levrenn II, p. 791
  7. Raul Hilberg, La destruction des Juifs d'Europe, Gallimard, Folio, 2006, levrenn II, p. 849-50.
  8. Raul Hilberg, La destruction des Juifs d'Europe, Gallimard, Folio, 2006, levrenn III, p. 1848

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.