Moskov
-
Gant ar ger "Moskva" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Moskva (disheñvelout).
|
Москва |
|
|---|---|
| Skoed | |
| Banniel | |
| Riez | |
| Maer | Sergey Sobyanin |
| Rannvro armerzhel | Kreiz |
| Bann kevredel | Kreiz |
| Soubiekt | Moskva |
| Led | 55° 45' .." Norzh |
| Hed | 37° 37' .." Reter |
| Gorread | 1 081 km² |
| Uhelder | .. m |
| Poblañs | 14 744 150 (2008) |
| Stankter | 13 639 a./km² |
| Kod pellgomz | |
| Kod post | 101000 129999 |
Moskov[1] (Москва, Moskva e rusianeg), pe "Moskou"Daveoù a vank, eo kêr-benn Kevread Rusia, ha brasañ kêr ar vro. War ribl ar stêr Moskva emañ. Moskoviz a vez graet eus hec'h annezidi[2].
Statud ur gêr gevreadel zo ganti. E-barzh Oblast Moskov emañ daoust da vezañ dizalc'h dioutañ war an dachenn velestradurel. Enni emañ staliet ar galloud politikel, ekonomikel ha skolveuriek.
Kêr vrasañ Europa eo gant 10,22 milion a annezidi (14,74 milion en tolead kêr).
Ur roll hep he far he deus c'hoariet Moskov en istor Rusia. Bez' eo bet kêr-benn Priñselezh Veur Moskou ha hini Impalaeriezh Rusia betek Pêr Vras a lakaas Sant-Petersbourg da vezañ ar gêr-benn nevez. Kêr-benn e teuas Moskov da vezañ en-dro e 1918 gant ar republik sokialour soviedel yaouank ha goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel.
Brudet eo Moskou evit glad he savouriezh: ar C'hremlin, Iliz-Veur Sant-Bazil, ar blasenn ruz, Iliz-Veur Krist ar Salver, skraberioù-oabl Stalin. Manati Danilov eo sez Iliz ortodoks Rusia.
[kemmañ] Gevellerezh
|
Europa |
Amerika |
Azia |
Afrika |
[kemmañ] Notennoù ha daveennoù
- ↑ Hemon (R.), Nouveau dictionnaire breton-français, Al Liamm, 1978, p.583.
- ↑ Vallée (F.), Grand dictionnaire français-breton, p. 481b.