Strollad Komunour Nepal (Mashal)
Izili hag ez-izili
|
Komunouriezh e Nepal
Pennoù meur
Pennoù meur
Pennoù meur
|
Ar Strollad Komunour Nepal (Mashal) (e nepaleg: नेपाल कम्युनिष्ट पार्टी nepāl kamyuniṣṭ pārṭī (masāl); मसाल् masāl = "torch" ) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour a stourm dre guzh e Nepal bet krouet e 1985, da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour Nepal (Masal), lakaet Mohan Vaidya (lesanvet 'Kiran') da Sekretour-Meur ar Strollad nevez-krouet-se hag e 1986 e teuas Pushpa Kamal Dahal (Prachanda diouzh e lesanv stourmer) da vezañ ar Sekretour-Meur.
N'emañ ket gwall sklaer pe re a c'hellje bezañ an diforc'hioù ideologel a gas d'an disrann-se rak heñvel a-walc'h e seblantbezañ politikerezh an eil strollad ouzh hini egile met mont a c'hellje kuit izili eus ar Strollad Komunour Nepal (Masal) abalamour da doare ren re griz, herveze, penn ar Strollad, Singh.
E 1986 Strollad Komunour Nepal (Mashal) e tivizas termeniñ e linenn bolitikel evel "marksouriezh-leinouriezh-maoouriezh" kentoc'h evit an termenadur kent "marksouriezh-leninouriezh-prederouriezh Mao Tse-Tung". En hevelep bloavezh e klaskas ar Strollad kas da-benn un ensavadeg dre an armoù met c'hwitat a reas war e daol. Da heul an taol-se e oa bet pal kritikoù e doabarzh ar Strollad rak dizoloet e oa bet ez-foran e oa anezhañ hag a-benn ar fin e rankas Mohan Vaidya ha pennoù all ar Strollad reiñ o dilez.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel e eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 7vet Kuzuliadeg).
Divizet e oa bet skarzhañ diouzh Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (RIM) e 1998[1].
Da geñver ensavadeg veur ar bobl a-enep da diktatourizh ar rouantelezh e 1990 e stourmas a-unvan Strollad Komunour Nepal (Mashal) a-gevret gant Strollad Komunour Nepal (Masal) e diabarzh Luskad Broadel Unvan ar Bobl (United National People's Movement).
E 1991 e kenteuzas Strollad Komunour Nepal (Mashal) gant Strollad Komunour Nepal (Pevare Kendalc'h) (Communist Party of Nepal (Fourth Convention)) ha diwar ar c'henemglev se e oa bet ganet ur strollad nevez anvet Strollad Komunour Nepal (Kreizenn Unaniezh.