Strollad Komunour Nepal (Maoour)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Komunouriezh e Nepal
South Asian Communist Banner.svg
Indicom02.jpg
Pushpa Kamal Dahal Prachanda

Krouet e oa Strollad Komunour Nepal (Maoour) e 1994. Ur strollad milourel diazezet war ar vaoouriezh eo, en e benn Pushpa Kamal Dahal a vez graet 'Kadoriad Prachanda' outañ.

D'an 13 a viz C'hwever e krogas gant ar brezel diabarzh anvet "Brezel Pobl Nepal" ha gant ar strollad ha deuet a-benn da vezañ mestr war kalzig eus ar vro hiziv. Lakaat a reont e pleustr ar strategiezh bet diorroet gant Mao Zedong a reer "Brezel ar Bobl" outi, da lâret eo klask lakaat dindan o beli an takadoù war ar maez a-benn sernañ ar c'hêrioù. Evel-se e ne rankont derc'hel diouzh an arme, niverusoc'h hag gant muioc'h a armoù evite, nemet pa vezont sur da c'hallout gounez a-drugarez d'o strategiezh guerilla.

Pal pennad ar strollad a zo skarzhañ ar rouantelezh evit staliañ en he flas un "Demokratelezh Nevez", da lâret eo ur renad marksour-leninour e lec'h ma vefe ar bobl en he fezh perc'henn war ar araezioù produiñ.

E 2001 e krogas arme Nepal da glask stourm a-enep d'ar vaoouriom, dreist-holl e Kornôg ar vro ha harzhioù-tan zo bet gwech ha gwechall.

An dud a sav a-dud gant ar varoourion a embann emaint o klask dieubiñ ar bobl dre skarzhañ sistem ar c'hastoù, oc'h ingalañ gwirioù ar maouezed hag oc'h en em dizober diouzh ur rouantelezh a vac'hom ar bobl. Diouzh an tu all, avat, e vez lâret ivez gant ar re a zo a-enep d'ar strollad maoour e vez implijet re a feulster gante hag un un doare kriz a-benn tapout ar galloud. Lâret e vez zoken emaint o vont tamm-ha-tamm war hent Strollad Komunour Kambodia (pe ar C'hmer Ruz).

Staget ouzh Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (saoz. Revolutionary Internationalist Movement) eo Strollad Komunour Nepal (Maoour) (SKN(m)) hag ezel ivez eus ar Poellgor evit Kenurzhiañ Strolladoù Maoour Su Azia (saoz. Co-ordination Committee of Maoist Parties and Organizations of South Asia).

Lakaet eo bet SKN(m) war renabl an sponterion bet savet gant gournamant ar Stadoù Unanet ha dispignet ez eus bet ivez gant an eil re 20 milion a zollaroù o sikour gouarnamant Nepal da stourm a-enep d'ar vaoouerion.

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]