Revrfouzherezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Karantezioù Hadrian hag Antinoüs, hervez Édouard-Henri Avril
Revrfouzherezh, hervez Édouard-Henri Avril


Revrfouzherezh a vez lavaret eus an darempred reizhel etre paotred hag etre paotr ha plac'h pa vez lakaet kalc'h ur paotr e fraezh un den all. A-wechoù e vez lavaret sodomiezh eus an ober-se.

Etre paotred[kemmañ]

Unan eus oberoù an darempredoù heñvelreviat eo, an hini brudetañ: anavezet eo ar baotred a gas seurt oberoù evel "paotred ar pri melen" pe "an douar melen" e brezhoneg. Hep prouenn sklaer e vez lakaet kleñvedoù zo war gont ar seurt oberiantiz.

Etre paotr ha plac'h[kemmañ]

Konnar an Iliz[kemmañ]

Devidigezh Marc'heg Hohenberg hag e lakez, tamallet dezho oberoù a sodomiezh, en 1482, e kêr Zurich

Brudet fall e oa an obererezh-se en amzer an Iliz hollc'halloudek. Pa gouezhe konnar an iliz war chouk darn anezho, nemet war ar rouaned, e veze kriz ar c'hastiz, evel hini Hugh le Despenser, e-skoaz war ar roue saoz Edouarzh II. Skeudenn e levr Sade, Justine.


Difennet eo bet e-pad pell e broioù zo, hag e stadoù zo eus Stadoù-Unanet Amerika.