Sodomiezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Deviñ sodomidi e 1482

Sodomiezh a vez graet e broioù zo eus oberoù korfel pe reizhel zo, difennet gant al lezenn.

Orin[kemmañ]

Dont a ra ar ger eus anv kêr Sodom, er Bibl, a vije bet distrujet gant Doue war-lerc'h ma vije bet klasket gant kêriz gwallañ daou ael da Zoue hag o devoa kavet repu e ti Lot, niz Abraham.

E gwirionez n'eo ket splann ez eus kaoz eus sodomiezh, evel a gomprener ar ger bremañ, e-barzh ar Bibl. Hervez tud zo e vije un dave d'ur pec'hed all, chom hep reiñ bod d'ar veajourien, un dlead e kevredigezhioù ar Reter Tostañ da neuze. War a seblant n'eus ket anv a heñvelrevelezh a-raok an IIvet kantved goude JK. Gant Tadoù an Iliz evel Origenes (185-253) ha Sant Ambroaz (340-397), n'eus kaoz nemet eus nac'h reiñ bod, hag int-i a oa enebourien touet da bec'hed ar c'hig.

E yezhoù arall[kemmañ]

E saozneg, e-lec'h sodomy e reer ivez gant ar ger buggary. En alamaneg (Sodomie) hag e norvegeg (sodomi) e talv ar ger kement ha zoofiliezh, ha n'eo ket revrfouzherezh.

Pennad kar[kemmañ]