Hugh le Despenser

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marv Hugh le Despenser (dornskrid Froissart)

Hughle Despenser (1286 - 1326), a oa mignon d'ar roue saoz Edouarzh II, brudet da vezañ pluek ha blevek, hag a voe lezet da c'houarn en e lec'h. Tapet e voe an daou labous gant ar rouanez Isabelle de France hag he serc'heg Lord Roger Mortimer.

Kondaonet e voe Hugh da vezañ « Hanged, drawn and quartered » da lavarout eo krouget, charreet ha dispennet e gorf gant ar vouc'hal. Boureviet e voe dirak an holl d'ar 24 a viz Du 1326, troc'het e galc'h hag e zivgell outañ ha taolet en tan, divouzellet a-raok bezañ lazhet. Chom a reas e benn war ziskouez e-pad ur pennad mat e Londrez.

[kemmañ] Liamm diavaez

Dornskrid Froissart diwar-benn marv Hugh le Despenser

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all