Prunus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Prunus
Prunus-domestica.JPG
Prunus domestica
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plant
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnolopsida
Urzhiad : Rosales
Kerentiad : Rosaceae
Iskerentiad : Prunoideae
Genad : Prunus
Anv skiantel
Prunus domestica
 ? - ?
spesadoù all :

Prunus alabamensis
Prunus alleghaniensis
Prunus americana
Prunus andersonii
Prunus angustifolia
Prunus armeniaca
Prunus avium
Prunus caroliniana
Prunus cerasifera
Prunus cerasus
Prunus domestica
Prunus dulcis
Prunus emarginata
Prunus fasciculata
Prunus fremontii
Prunus fruticosa
Prunus geniculata
Prunus glandulosa
Prunus gracilis
Prunus grayana
Prunus havardii
Prunus hortulana
Prunus ilicifolia
Prunus japonica
Prunus laurocerasus
Prunus lusitanica
Prunus maackii
Prunus mahaleb
Prunus maritima
Prunus mexicana
Prunus minutiflora
Prunus mume
Prunus munsoniana
Prunus murrayana
Prunus myrtifolia
Prunus nigra
Prunus occidentalis
Prunus padus
Prunus pensylvanica
Prunus persica
Prunus pleuradenia
Prunus pumula
Prunus rivularis
Prunus salicina
Prunus serotina
Prunus serrulata
Prunus spinosa
Prunus subcordata
Prunus subhirtella
Prunus tenella
Prunus texana
Prunus tomentosa
Prunus triloba
Prunus umbellata
Prunus virginiana

Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Prunus a vez graet eus ur genad gwez ha brousgwez, en o zouez ar prunenned, ar c’herezenned, ar pechezenned, an abrikezenned hag an alamandezenned. Dre voas e vez renket ar Prunus e diabarzh kerentiad ar Rosaceae a-gevret gant ar roz. Sellet e vez outo evel ouzh un iskerentiad, anezhañ ar Prunoideae (pe Amygdaloideae) met, a-wechoù, e vez sellet outo evel ouzh ur c’herentiad drezo o-unan ar Prunaceae (pe Amygdalaceae). Kantadoù a spesadoù Prunus zo, strewet dre ranndirioù kerreizh hanterenn norzh ar voul-douar.

Peurliesañ eo gwenn pe roz o bleuñv gant pemp petalenn ha pemp sepalenn. Genel a reont o-unan pe dre volzadoù a zaou da c’hwec’h war vlokadoù. Frouezh an holl spesadoù Prunus en em ziskouez e stumm un drupenn gant ur maen bras a-walc’h en o c’hreiz. Goafheñvel eo o delioù diflip, dantek war ar c’hant anezho.

Rummata[kemmañ]

Lod a dorr ar genad Prunus e genadoù disheñvel. N'eo ket ar pep brasañ eus ar skiantourien evit anavezout er Prunus pelloc’h eget un isgenad. An ITIS ne anavez nemet ur genad Prunus, gant ar roll spesadoù evel m'emañ diskouezet er voest a-zehou.

  • Prunus subgenera:
    • Isgenad Amygdalus: alamandezenned ha pechezenned. Broñsoù kostez er gwez (broñsenn strujus kreiz, div vroñsenn vleuniaouek dre gostez). Bleunioù e deroù an nevezamzer, didroad war-bouez nebeut, ket war ar c’hellidoù deliaouek. Frouezh garanek eus un tu; maen garanek don. Spesad skouer Prunus dulcis (Alamandezenn).
    • Isgenad Prunus: Prunenned hag abrikezenned. Broñsoù kostez en o-unan. Bleunioù abred e lañsennoù an nevezamzer, ket war ar c'hellidoù deliaouek. Frouezh garanek eus un tu; maen garv. Spesad skouer Prunus domestica (Prunenn).
    • Isgenad Cerasus: Kerezenned. Broñsoù kostez en o-unan. Bleunioù korimbek abred en nevezamzer, troadek-hir, ket war ar c'hellidoù deliaouek. Frouezh hep garan; maen levn. Spesad skouer Prunus cerasus.
    • Isgenad Lithocerasus: Broñsoù kostez a-driadoù. Bleunioù korimbek abred en nevezamzer, troadek-hir, ket war ar c'hellidoù deliaouek. Frouezh hep garan; maen levn. Spesad skouer Prunus pumila.
    • Isgenad Padus: Broñsoù kostez en o-unan. Bleunioù diwezhat en nevezamzer e blokadoù kellidoù deliaouek, berr o zroad. Frouezh hep garan; maen levn. Spesad skouer Prunus padus.
    • Isgenad Laurocerasus: Broñsoù kostez en o-unan. Bleunioù abred en nevezamzer e blokadoù, ket war ar c'hellidoù deliaouek, berr o zroad. Frouezh hep garan; maen levn. Atav glas koulz lavaret (an holl isgenadoù all zo dibad o delioù). Spesad skouer Prunus laurocerasus (Lore-ki).

Implijoù[kemmañ]

E genad Prunus emañ an alamandezenned, an abrikezenned, ar c’herezenned, ar pechezenned hag ar prunenned ; gounezet eo an holl anezho evit ar c’henwerzh abalamour d'ar frouezh taolet ganto. Tamm debradus an alamandez eo an hadenn anezho ; drupennoù eo frouezh an alamandezenned, n'int ket kraoñ". Kalz a spesadoù hiron zo ivez. Gounezet e vezont evel plant kinklañ, implijet dreist-holl abalamour d'o bleunioù puilh, a-wechoù evit o delioù pe o ruskenn. Er plant kinklañ-mañ e renker ar strollad zo ennañ an holl kerezenned bleuniaouek.

Degaset eo bet ar Prunus e rannoù eus ar bed ma ne vezent ket kavet gwechall. Kement-se abalamour d'o zalvoudegezh bras. Ur c’halz eus spesadoù Eurazia a c’hounezer evit kinklañ pe evit o frouezh. Plantet int bet e pep lec’h er bed ha lod zo en em c’hraet eus o lec’h nevez kalz en tu all d'o lec’h orin.

Talvezout a ra ar spesadoù Prunus da blant emvagañ evit spesadoù Lepidoptera zo.

Dibab spesadoù dre gevandir[kemmañ]

Notenn: diglok eo ar roll-mañ hep mar ebet.

Eurazia[kemmañ]

  • Prunus armeniaca - Abrikezenn. A Greiz Azia da Sina.
  • Prunus avium - Kerezenn. Ag Europa da Gornôg Azia.
  • Prunus brigantina - Abrikezenn Briançon. Gevred Okitania.
  • Prunus campanulata - Su Sina, Taiwan.
  • Prunus canescens - Sina.
  • Prunus cantabridgensis - Kerezenn Cambridge. Orin dianav, reter Azia moarvat, marteze un hiron.
  • Prunus cerasus - Kerezenn Morello. Europa ha mervent Azia.
  • Prunus cerasifera - Prunenn. Gevred Europa ha mervent Azia.
  • Prunus cocomilia - Prunenn Naplez. Gevred Europa (Italia, Balkanoù).
  • Prunus cornuta - Kerezenn evned Himalaya. Himalaya.
  • Prunus dasycarpa - Abrikezenn zu. Moarat un hiron etre P. armeniaca x P. cerasifera.
  • Prunus davidiana - Pechez David. - Sina.
  • Prunus domestica - Polosenn ha Prunenn Damask. A greder bezañ un hiron eus kornôg Azia hag ar C’haokaz.
  • Prunus dulcis - Alamandezenn. Gevred Europa, mervent Azia.
  • Prunus fruticosa - Biz Europa, Norzh Azia.
  • Prunus grayana - Japan.
Kerezenn Japan (Prunus serrulata) e bleuñv
  • Prunus incana - Kerezenn haleg. Azia Vihan, Kaokaz.
  • Prunus incisa - Kerezenn Fuji. Japan.
  • Prunus jacquemontii - Kerezenn Afghanistan. Gwalarn an Himalaya en Afghanistan ha Pakistan.
  • Prunus laurocerasus - Lore-ki. Balkanoù ha kornôg Azia.
  • Prunus lusitanica - eus Iberia.
  • Prunus maackii - Kerezenn Manchouria. Biz Azia.
  • Prunus mahaleb - Kerezenn Sz Lusia, pe Kerezenn Mahaleb. Europa.
  • Prunus mume - Ume, Abrikezenn japanat aka. Sina ha Japan.
  • Prunus nipponica - Japan.
  • Prunus padus - Norzh Eurazia.
  • Prunus persica - Pechezenned, orin amsklaer, kornôg Azia moarvat.
  • Prunus prostrata - bed kreizdouarel.
  • Prunus salicina - Prunenn Japan. Japan, Sina.
  • Prunus sargentii - Norzh Japan.
  • Prunus serrula - Kerezenn Tibet. Kornôg Sina betek Kreiz Azia.
  • Prunus serrulata - (Sakura). Reter Azia.
  • Prunus sibirica - Abrikezenn Sibiria. Norzh Azia.
  • Prunus simonii - Norzh Sina.
  • Prunus speciosa - Kerezenn Oshima. Oshima & Inizi Izu e Japan.
  • Prunus spinosa - Spernenn-zu pe Irinenn. Europa, Norzhafrika, kornôg Azia.
  • Prunus subhirtella - orin dianav, moarvat reter Azia.
  • Prunus tenella - Alamandez korr Rusia. Bro ar Mor Du.
  • Prunus tomentosa - Mervent Sina, Himalaya.
  • Prunus yedoensis - Kerezenn Yoshino. Japan, moarvat un hiron gounezet bennak a orin.

Norzhamerika[kemmañ]

  • Prunus allegheniensis - Prunenn Allegheny. E gouriz an Appalachoù.
  • Prunus americana - Prunenn Amerika. En darn vrasañ eus SUA er reter d'ar plaenennoù bras ha su Kanada.
  • Prunus angustifolia - Gevred SUA
  • Prunus besseyi - Kerezenn ar Menezioù roc’hellek. Plaenennoù bras & ha reter ar Mz roc’hellek.
  • Prunus caroliniana - Gevred SUA
  • Prunus emarginata - Eus Kolombia Vreizhveuriat betek Oregon.
  • Prunus hortulana - Prunenn Hortula. Missouri hag Illinois dreist-holl ha takadoù tro-war-dro.
  • Prunus ilicifolia. Kalifornia.
  • Prunus maritima - Biz an arvor atlantel.
  • Prunus mexicana - Su ar Plaenennoù bras er Stadoù-Unanet.
  • Prunus munsoniana - Missouri ha reter Kansas dreist-holl ha takadoù tro-war-dro.
  • Prunus nigra - Prunenn Kanada. Gevred Kanada er c’hornôg d'ar Manitoba ha biz pellañ SUA.
  • Prunus pensylvanica - Hanterenn su Kanada ha biz pellañ SUA.
  • Prunus pumila - Gevred ha su kreiz Kanada, Norzh SUA er c’hornôg d'ar Wyoming.
  • Prunus serotina - Su Kanada dre vras ha darn vrasañ eus SUA er reter d'ar plaenennoù bras ; kavet e vez ivez en Arizona ha Guatemala.
  • Prunus subcordata - Prunenn Oregon. Oregon, Kalifornia.
  • Prunus virginiana - Chokecherry. Su Kanada ha darn vrasañ eus reter SUA war-bouez ar su pellañ.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]