Porth Ia
Neuz
Porth Ia | |
---|---|
Melestradurezh | |
Broad | Kernev-Veur |
[ Lec'hienn ofisiel Ti-Kêr Porth Ia] | |
Douaroniezh | |
Gorread | km2 |
Poblañs (2001) | 11 165 annezad |
Tudegezh | ann./ km2 |
Dilennadegoù | |
Pastell dilennel da Di ar C'humunioù | Porth Ia |
Pastelloù dilennel da Guzul Kernev-Veur | |
Pastelloù dilennel da Guzul-kêr Porth Ia | |
Pellgehenterezh | |
Kod post | TR 26 |
Kêr-dave post | Porth Ia |
Kod pellgomz | 01736 |
Porth Ia[1] (LFE: [ˌpɔrθ 'i:a], e saozneg: St. Ives) a zo ur gêr a Gernev-Veur e rannbarzh Pennwydh. E 2001 e oa 11.165 a dud o chom eno. Lec'hiet eo ar gêr etre Pennsans er su ha Kammbronn er reter.
Hervez ar vojenn e vije bet savet Porth Ia gant ur santez eus Iwerzhon, Santez Ia, er Vvet kantved. Anv saoznek ar gêr a seblant bezañ ur saoznekadur eus anv ar santez, zo enoret en iliz ar barrez.
Gwezhall e oa ar pesketaerezh diazez an ekonomiezh lec'hel met aet eo d'an traoñ ha bremañ eo deuet Porth Ia da vezañ ul lec'h evit vakañsiñ dreist-holl. Gevellet eo gant Kameled e Breizh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Da lâret eo "Porzh Ia"
|