Plesei
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Plesei | ||
|---|---|---|
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Naoned | |
| Departamant | Liger-Atlantel | |
| Arondisamant | Kastell-Briant | |
| Kanton | Sant-Nikolaz-an-Hent | |
| Kod kumun | 44128 | |
| Kod post | 44630 | |
| Maer Amzer gefridi |
Bernard Lebeau 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-kumunioù Bro-Redon | |
| Lec'hienn web | http://www.mairie-plesse.fr/ | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 4 528 ann. (2009) | |
| Stankter | 43 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | krenn : m bihanañ 1 m — brasañ 66 m |
|
| Gorread | 104,38 km² | |
|
|
||
|
|
||
Plesei a zo ur gumun eus Kanton Sant-Nikolaz-an-Hent, e Liger-Atlantel, e gevred Breizh. Plessé eo an anv e galleg, Pllésë e gallaoueg.
Taolenn |
An anv [kemmañ]
Un anv brezhonek eo anv ar gumun. Savet eo diwar ple, deuet eus plouef, ha Sei, anv ur sant, Sei pe Seog.
Meur a gêriadenn a zo er gumun gant an anv "Sei" : Tresei, Lann-Sei...
Douaroniezh [kemmañ]
Plesei a zo unan ag ar c'humunioù brasañ a zo el Liger Atlantel, kement ha Pariz eo, gant 10 400 hektar.
Teir bourc'h a zo enni : Plesei, an Draeneg, Le Coudray.
Istor [kemmañ]
E fin an IXvet ha deroù an Xvetvet kantved e oa bet Alan Iañ o chom e Plesei, e kastell Sei war ribl ar stêr Isar. Nend eo ket mui ar c'hastell anezhañ avat. E penn kentañ an XIXvet kantved e veze gwelet e roudoù war ar barkeier c'hoazh avat.
Alan Iañ a oa roue Breizh, trec'het ar Vikinged gantañ e Kistreberzh.
Lavaret e vez eo bet ar mare-se "oad aour" Plesei. Pezh a zo gwir a-walc'h. Evel-se Alan Iañ, e vibien Budig ha Derrien hag e goskor o deus degemeret Eudes, Roue Bro C'hall e kastell Sei.
Hervez istorourion zo, ez eus bet ur villa roman hag ur c'hreñvlec'h galian kent bout adsavet gant ar roue.
Pa voe savet an hent bras etre Gwenred ha Plesei e penn kentañ an XIXvet kantved ez eus bet dizoloet bezioù ag ar Grennamzer uhelañ.
Hervez ur vojenn ez eus ur garidenn etre pezh a oa ar c'hastell hag un tour e Gwenvenez-Penfaou...
War dorgenn lec'h ma oa ar c'hastell gwezharall emañ kêriadenn "Sant Kler" hiziv an deiz. Sant Kler a zo ur Sant a bouez er barrez. Ur chapel a oa er gêriadenn betak he distruj e pad an eil brezel bed. Pont Sant Kler a zo bet distrujet ganti ivez.
War-lerc'h eo bet ar gumun dindan beli familh Roc'han a Vlaen.
Er XIVvet kantved e voe savet un aluzendi Sant Armel er Rozay gant Arzhur II.
Kendirvi Lalokan [kemmañ]
Meneget eo ar barrez en diellevr Redon, e 854: Kovellig ha Brithael, kendirvi Lalokan o doe galvet ar marc'htiern Houarnskoed (Hoiarnscoit) evit bout e penn kêriadenn "Treb-Hinoi" a oa da Lalokan kent e varv. E Sarant (Gwenvenez-Penfaou)eo bet ar varn gant menec'h Redon
[Diellevr Redon http://img268.imageshack.us/img268/4941/pless.jpg]
Tud dibar [kemmañ]
- Lucien Mazan (1882-1917), lesanvet Petit-Breton, aet ar maout gantañ da-geñver Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn e 1907 ha 1908. Lazhet eo bet e-pad ar Brezel-bed kentañ e Troyes.
- Charles Perron (1893-1958), livour gall, aet da anaon e Naoned d'an 18 a viz Ebrel.
- Michel Manoll (1911-1984), skrivour ha mignon da René-Guy Cadou
Glad [kemmañ]
- Iliz Sant Per Plesei (1875)
- Chapel ar Plessis (XVvet)
- Chapel Karheil
- Maner ar "chêne vert" (XVII-XVIII), Aotrou Tregwel a oa e berc'henn
- Meur a fetan "hud", en Draeneg hag e Sant Kler (a bar poan an daoulagad)
- Kastell Karheil, distrujet eo bet e pad an eil brezel bed en abeg d'ar bombezadegoù.
Ur bochad kestell a zo er gumun :
- Kastell Koed-Dan
- Kastell "l'Epinay"
- Kastell Buhel
- Kastell "Sein des bois"
- Kastell Boduan ...
Ha Peulvan "dent Gargantua" etre Lann-Sei ha Sant Kler. Hrevez ar solc'hienn eo kouezhet ar peulvan diouzh botez Gargantua ha flastret en deus ur pesketaer a oa didanañ.
Yezhoù [kemmañ]
Emañ Plesei e Bro C'hallo, komzet e vez Gallaoueg er barez eta.
Ar brezhoneg a zo bet komzet ivez gant tud Plesei gwezharall, ur bochad anvioù lec'h brezhonek a zo er gumun, muioc'h ag 20% hrevez labour Jean Yves Le Moing. Setu lod anezho : Toulan (toul-lann), Tresé (Tre-Sei), Govelo, Couët-Dan, Hinlès (Hen-lez), Tregouët (Tregoed), Dresny (Draeneg), ....
Gallout a reer gwelet eo aet Kerguemer (1420) da g/Carguemey (1562) etre en XVvet hag an XVIvet kantvet. Ar c'h"kêr" a ya da g"car" a hell bout arouez ur cheñch yezh. Ur arouez arall eo "Quélme", n'eo ket aet da "g/Kalvez" ar ger-se. Neuze eo bet koll ar brezhoneg e Quélmé er XIVvet kantvet marteze.
Melestradur [kemmañ]
| Roll ar maeroù | |||
| Maread | Anv | Strollad | Perzh |
|---|---|---|---|
| 2008 – | Bernard Lebeau | - | |
| 1995 – 2008 | Paul Daniel | - | - |
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | |||
Poblañsouriezh [kemmañ]
1962-2006 [kemmañ]
Niver a annezidi 
1793-2009 [kemmañ]

Liammoù diavaez [kemmañ]
Lec'hienn an ti kêr : [1]
Ul lec'hienn a ziwar istor ar barrez : [2]