Pater noster

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Pater Noster, da lavarout eo Hon Tad, eo anv latin ar bedenn gristen anavezetañ. Dont a ra eus an anv gregach Η Κυριακή Προσευχή hag anvet eo ivez Oratio Dominica. Lavaret e vez gant ar gatoliked hag ar reizhkredennourien e pep oferenn, ha gant ar brotestanted ivez.

Meneget eo ar skrid anezhi div wezh en Testamant Nevez: ur wezh en Aviel Mazhev (6:9-13) hag ur wezh all en Aviel Lukaz (11:2-4).

Ar bedenn vrezhonek[kemmañ]

Setu ar c'homzoù anezhi e brezhoneg:

Hon Tad a zo en neñv,
Hoc’h anv bezet santelaet,
Ho rouantelezh deuet dimp,
Ho polontez bezet graet
War an douar evel en Neñv,
Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek,
Pardonit dimp hor pec’hedoù
Evel ma pardonomp d’ar re
O deus manket ouzhimp.
Ha n’hon lezit ket da gouezhañ en temptadur,
Met hon diwallit diouzh an droug.
Evel-se bezet graet ! (Amen)

Ar bedenn orin e latin[kemmañ]

Ar bater e doare ar c'han gregorian

Setu an destenn e latin:

Pater noster, qui es in caelis:
sanctificetur Nomen Tuum;
adveniat Regnum Tuum;
fiat voluntas Tua,
sicut in caelo, et in terra.
Panem nostrum cotidianum da nobis hodie;
et dimitte nobis debita nostra,
Sicut et nos dimittimus debitoribus nostris;
et ne nos inducas in tentationem;
sed libera nos a Malo
[quia tuum est regnum, et potestas, et gloria, in saecula]
pe [quia tuum est regnum; et potentia et gloria; per omnia saecula]

E gregach[kemmañ]

An destenn e henc'hresianeg:

Πάτερ ἡμῶν ὁ ἐν τοῖς οὐρανοῖς
ἁγιασθήτω τὸ ὄνομά σου
ἐλθέτω ἡ βασιλεία σου
γενηθήτω τὸ θέλημά σου, ὡς ἐν οὐρανῷ καὶ ἐπὶ γῆς
τὸν ἄρτον ἡμῶν τὸν ἐπιούσιον δὸς ἡμῖν σήμερον
καὶ ἄφες ἡμῖν τὰ ὀφειλήματα ἡμῶν,
ὡς καὶ ἡμεῖς ἀφίεμεν τοῖς ὀφειλέταις ἡμῶν
καὶ μὴ εἰσενέγκῃς ἡμᾶς εἰς πειρασμόν
ἀλλὰ ῥῦσαι ἡμᾶς ἀπὸ τοῦ πονηροῦ.
[Ὅτι σοῦ ἐστιν ἡ βασιλεία καὶ ἡ δύναμις καὶ ἡ δόξα εἰς τοὺς αἰῶνας. ἀμήν.]

Brezhoneg[kemmañ]

  • Lavarout e bater, un droienn savet diwar "pater noster" a c'haller tostaat ouzh ar ger gallek "patenôtre", a dalv kement ha lavarout pedennoù.
  • Paterat (pe pateriañ) pe lavarout e bater zo un heñvel.
  • Lavarout e bater pe paterat a ra ar c'hazh pa vez o rouzmouzat.
  • Gwregel eo ar ger "pater" e brezhoneg.
  • An dra-se zo gwir bater, a vez lavaret eus un dra wir ha n'haller ket nac'h eo gwir, a ranker krediñ.