Kenvreuriez ar Brezoneg

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon zo ur gevredigezh beleien a fell dezhe kenderc'hel ha broudañ yezh ha sevenadur relijiel Breizh en eskopti Kemper ha Leon. E-touezh he labourioù pennañ emañ troidigezh brezhonek testennoù al liderezh etre 1965 ha 1979, hag un droidigezh nevez eus an Testamant Nevez savet etre 1982 ha 1988.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenvreuriez ar Brezoneg a oa krouet e 1894 er Kloerdi bras Kemper, dindan an anv a "Académie bretonne", gant 6 kloareg, tri brezhoneger ha tri den divrezhoneg (en o zouez he frezidant kentañ, Alfred Laurié, ganet e Mirebeau, en eskopti Poitiers) evit kinnig broudañ ha kelenn yezh hag istor Breizh[1]. An Aotronez Moenner, Cozannet, Laurié, L'Helgoualc'h, Laviec, ha Laz e oa an izili kentañ[2]. Dalc'het e veze an emvodoù kentañ e Koad Kerfoenneg, dindan an amzer, pa ne voe ket aotreet ar brezhoneg e-barzh ar c'hlasoù[3]. Diwezhatoc'h e 1899 e teuas an izili da vezañ niverusoc'h hag ar superior a roas ur sal d'ar gevredigezh. Difenn a oa ober gant geriou galleg e-pad an emvodoù dindan boan a baeañ ur gwenneg bep pevar ger gallek. Klask a rae izili ar gevredigezh studiañ ar brezhoneg evit er c'homz diroufenn. Krediñ a raent start ne c’helled ket ober fae war ar brezhoneg, e lezel da vont d’an traoñ, hep ober gaou ouzh ar relijion[4].

Deroù e istor a zo bet kontet e berr gomzoù gant ar chaloni Fañch Élard[5] :"Savet eo bet e Kloerdi Kemper gant c'hweh kloareg yaouank, en o zouez, an aotrou Bernard Cozannet, deuet da veza diwezatoh kelenner war ar saozneg e skolaj Kastell-Paol… Sevel a rejont ar genvreuriez-se evid sikour ar gloareged da anaoud gwelloh ar yez a vije diwezatoh peurliesa yez o frezegennou. Divizoud a reont skriva hervez reolennou ar Gonideg. E-touez ar re-se e kavom, er bloavez 1901-1902, Yann-Vari Perrot, maro evel a ouzor person e Skrignac d'an 12 a viz Kerzu 1943. Goude ar brezel 14-18, ar Genvreuriez hag a oa bet morgousket eur pennad, a gavas eul lañs nevez…. Hervez Fañch Élard e oa seiz beleg o doa graet ul labour a-bouez er mare-se : Laorañs Bleuven, Visant Fave, Paol Wilhou, Frañsez Gwivarc'h (anv-pluenn Saig Santeg), Loiz ar Menn, Fañch Mevellec. Ur remziad beleien oberiant a zeuas war o lerc'h : Frañsez Falc'hun, Youenn Kerouredan ha Bernard Merdy ha pelloc'h Per-Yann Nedeleg, Per Guichoux, Job Seite ha Frañsez Élard, mui ar Frered Visant Seite ha Kaourintin Riou.

Tud brudetañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kloerdi Kemper. Kenvreuriez ar brezoneg d’he mignoned, eus 1926 da 1935 (n°1 à 15), deuet da vezañ Kenvreuriez ar brezoneg. Kloerdi Kemper e 1936 (n°16 à 18),
  • Kaierou Kenvreuriez ar Brezoneg eskopti Kemper ha Leon : renerien : Pêr-Yann Nedelec, eus 1969 da 1971 (n°1 da 14), Jozef Seite eus 1971 da 1979 (n°15 à 50),
  • Leor-overenn evid an aoter. Eskopti Kemper ha Leon, Kenvreuriez ar Brezoneg, 1970, 52 p. ment bras,
  • An overenn war gan, 1983, 30 p. ment bras,
  • Aviel Jezuz-Krist, embannet gant Ar Skol dre Lizer, 1982, (Skrid enlinenn)
  • An Testamant Nevez - eil lodenn, Kenvreuriez ar Brezoneg, 1988, (Skrid enlinenn)
  • Leor an overenn hag ar zakramanchou, leor-oferenn klok evit ar sulioù hag ar gouelioù e brezhoneg, lakeet e brezhoneg gant Kenvreuriez ar Brezoneg ha Minihi Levenez[6], embannet gant Minihi Levenez, 1997, 1435 p., (ISBN 2-908230-08-9)

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Frañsez Élard, Ar Helou mad e brezoneg an dud. E-barzh Brud Nevez, niv. 60, Kerzu 1982, p. p. 24-25. Atersadenn.
  • Marie-Thérèse Cloître, « Séminaristes sociaux », « Séminaristes démocrates » : Le Cours ou la Conférence des Œuvres au grand séminaire de Quimper, 1885-1908. E-barzhRevue d'histoire de l'Église de France, niv. 201, 1992, p. 304, notenn 41.
  • Christian Brunel, L'Académie bretonne au grand séminaire de Quimper : Les parlers de la foi, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, 1995, p. 31-45.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Christian Brunel, « L'Académie bretonne au grand séminaire de Quimper », Les parlers de la foi, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, 1995, p. 31-45.
  2. Breiz, 349/3 01/04/1934, "Ar brezoneg e kloerdi bras Kemper"
  3. Breiz, 349/3 01/041934, "Ar brezoneg e kloerdi bras Kemper"
  4. Breiz, 349/3 01/04/1934, "Ar brezoneg e kloerdi bras Kemper".
  5. Frañsez Élard, "Ar Helou mad e brezoneg an dud". E-barzh Brud Nevez, niv. 60, Kerzu 1982, pp. 24-25.
  6. Cf. "Keleier", e Minihi Levenez n°21-22, 1993.