Palast der Republik

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Palast der Republik e 1977

Palast der Republik (Palez ar Republik en alamaneg) (Berlin - Alamagn) a oa ur savadur e kreiz-reter Berlin, da lavaret eo diouzh tu DDR. Digoret e voe e 1976, hag ennañ e oa sez ar Volkskammer (kambr ar bobl), da lavaret eo parlamant DDR. Ul lec'h a-bouez a-fets evenadur a oa ivez. E 2002 e votas dileuridi ar Bundestag evit ma vefe distrujet. Ar chanter a grogas d'ar 17 a viz C'hwevrer 2006, hag e chuet e voe d'an 2 a viz Kerzu 2008.

Orin[kemmañ]

Goude an Eil Brezel-Bed e oa Kastell Berlin en ur stad fall-tre. Un arouez eus rouantelezh Prusia e oa, ha neuze e tivizas pennoù an tiriad soviedel distruj anezhañ e 1950. Goude-se e chomas goullo Schloßplatz e-pad ur pennad, implijet e veze pa zibune an arme. Met fellout a reas da c'houarnamant Walter Ulbricht ma vefe savet un arouez eus DDR, ha neuze voe divizet lakaat sevel Palez ar Republik. D'ar 26 a viz Ebrel 1976 e voe digoret ez-ofisiel, goude ur chanter a badas 32 viz. Kaset e voe gant ar pennarkitektour Heinz Graffunder, asambles gant Karl-Ernst Swora, Wolf R. Eisentraut, Günter Kunert, Manfred Prasser ha Heinz Aust.

Lec'hiadur ha ment[kemmañ]

An talbenn

Palez ar Republik a oa e Plasenn ar C'hastell (Schloßplatz) — plasenn Marx-Engels (Marx-Engels-Platz) a-raok 1990 — e bali Unter den Linden, tamm-pe-damm e-tal Lustgarten ha Berliner Dom (iliz-veur Berlin), nepell diouzh Alexanderplatz, war ribl kanol ar stêr Spree. War ribl all ar stêr emañ an delwenn da Karl Marx ha Friedrich Engels (Forom Marx-Engels). Nepell emañ ivez savadur kuzul-stad DDR, deuet da vezañ 'European School of Management and Technology e miz Here 2005. Skouergornek e oa stumm ar savadur 180 metrad hirder, 85 metrad ledander ha 32 vetrad uhelder dezhañ. An uhelder a oa heñvel ouzh hini Marstalls (krevier kozh) hag ouzh hini savadur kuzul-stad DDR.

Implij[kemmañ]

Diazezet e voe sevel ar palez diwar vennozh «tiez ar bobl», hag a oa bet embannet gant al luskad sokialour {{XIXvet kantved. Stank e teue an dud betek Palez ar Republik, peogwir ne oa lec'h all ebet evel-se e Berlin ar reter. Dre ma oa niverus-tre ar goueleier ennañ e voe lesanvet Erichs Lampenladen (stal gouleier Erich) gant tud chadnenoù skinwel BRD. Un dave da Erich Honecker e oa.

Ouzhpenn bezañ sez ar Volkskammer e oa ivez ul lec'h ma veze aozet darvoudoù sevenadurel. Ur sal vras aoa, ma veze aozet «devezh Sozialistische Einheitspartei Deutschlands» bep pemp bloaz. Er palez e veze aozet sonadegoù (Udo Lindenberg, Harry Belafonte, Carlos Santana). Ennañ e oa ivez ur c'hoariva (TiP), pretioù, un davarn ma veze gwerzhet dienn-skorn, un toull-noz, un ti-psot digor bemdez, ul lec'h da c'hoari bowling, ha diskouezadegoù livadurioù arzourien DDR (Willi Sitte, Walter Womacka, Wolfgang Mattheuer…).

Emdroadur abaoe 1990[kemmañ]

Palast der Republik e 2003

Serret abalamour d'an amiant[kemmañ]

E 1990 e voe serret ar palez peogwir e oa amiant ennañ. Pa oa bet savet ar palez e oueze dija an dud e oa ur mennozh fall implijout amiant. Anat e oa abaoe 1980 e oa bet kontammet tud zo, ha neuze ne voe ket implijet ar palez alies-tre. D'an 19 a viz Gwengolo 1990 e voe serret diwar urzh izili ar Volkskammer, peogwir e oa dav doujañ da lezennoù Alamagn ha da re Europa diwar-benn gwareziñ ar yezc'hed hag al labourerien.

Distruj hag adaozañ[kemmañ]

Distruj ar savadur (miz C'hwevrer 2007)
Distruj ar savadur (miz Gwengolo 2007)

Etre 1998 ha 2001 e voe tennet an amiant a oa er savadur, ar pezh a goustas ker-ruz. Ur genstrivadeg arkitektourien a voe aozet, ma ranke ar genstriverien liammañ o raktresoù ouzh istor al lec'h. E 2003 e voe divizet gant dileurid ar Bundestag ma vefe distrujet ar palez, ha ma chomfe un takad glas betek ma vefe digoret «Forom Humboldt», ma voe savet mirdi sevenadurioù diavaez Europa, ha ma vo ivez levraoueg-kêr ha hini Land Berlin hag ivez dastumad istor ha skiantoù skol-veur Humboldt. An talbenn a vo savet a rankfe bezañ heñvel ouzh hini kastell Berlin (bet distrujet e 1950), da lavaret eo e vo barok. E miz Du 2008 e voe dibabet an arkitektour italian Francesco Stella evit kas war-raok chanter Forom Humboldt. 590 million a euroioù eo budjed ar raktres, hag a rankfe bezañ echu a-benn 2013.

Implij berrbad[kemmañ]

Staliadur ZWEIFEL gant an arzour Lars Ramberg
2008

En 2004 e voe digoret ar palez en-dro e-pad ur pennadig. Palez ar bobl eo a voe lakaet da dem, hag un heuliad diskouezadegoù a voe aozet ennañ. E-pad hañvezh 2005 e voe aozet un diskouezadeg anvet «Der Berg» (ar menez), diwar-benn istor al lec'h. Ar pal a oa ivez kas war-raok ar preder a-zivout dazont ar savadur. E miz Here 2005 e voe aozet un diskouezadeg diwar-benn tem ar marv, anvet «Der tote Palast der Republik».

Klemmoù a-enep an distruj[kemmañ]

Etre ar 26 a viz Genver hag an 10 a viz Mae 2005 ec'h aozas an arzour norvegiat Lars Ramberg ur staliadur diazezet war gouleier neon war doenn ar Palez. Ouzhpenn 6 metrad uhelder e oa d'ar staliadur, ma tiskoueze ar ger alamanek «ZWEIFEL» (douetañs). Logo ar raktres anvet «Palast des Zweifels», peogwir e felle da Ramberg kenderc'hel da gas ar gaoz war distruj ar palez hag an utopiennoù aet da netra.

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.