Friedrich Engels

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Friedrich Engels (1820-1895)

Friedrich Engels, ganet d'an 28 a viz Du 1820 e Barmen (Alamagn) ha marvet e Londrez d'ar 5 a viz Eost 1895, a zo ur prederour hag un teorisian sokialour alaman. Brudet eo e vignoniezh gant Karl Marx.

Buhez[kemmañ]

Engels en e yaouankiz

Ganet ez eo Friedrich Engels en ur familh amerzhourien. E dad en doa a oa deuet da binvidik dre kemer perzh e greanterezh ar gwiaderezh.

E 1838 e rankas Engels kuitaat lise Elberdfeld lec'h ma oa war e studi evit abegoù familh. Neuze e labour en ur gevredigezh armerzhel e Bremez. Hag e keit-se e krog da studiañ en un doare don ar brederouriezh. Tostaat a ra kalz eus prederouriezh Hegel, a skede war ar brederouriezh Alaman er mare-se.

E 1842 en em stalias Engels e Bro-Saoz, e Manchester. Eno e labour en ur gevredigezh c'hreantel en doa e dad lodennoù enni. Aze ez eo e embann e 1845 Stad ar c'hlasad labourus e Bro-Saoz.

E-kerzh ar memes bloavezh e kemer perzh er gazetenn stagdennoù bro-c'hall-alamagn, skriverezet hag embannet gant Karl Marx e Pariz. Kejañ a ra Engels gant Marx evit ar wech kentañ e 1844 ha dizoleiñ a reont o deus ar memes sell, ken e tivizont kenlabourat a dostoc'h. Goude ma vije bet skarzhet Marx eus Bro-C'hall, en em staliont e Belgia, lec'h m'eo ar c'hreñvañ ar frankiz diskouezh e soñjoù keñveriet gant broioù all Europa.

E miz gouere 1845 e tegas Engels Marx da vro Saoz. Eno e kej gant Marie Burns, ul labourerezh Iwezhonad. Tremen a raio dibenn e vuhez ganti. Ar maouezed-se eo o dije bountet er fiñv Chartrismek. Rak nebeut goude e kej gant unan eus pennoù ar fiñv : George Harney.

Distreiñ a ra Marx hag Engels da Vrusel e miz Genver 1846. Eno e savont ur greizenn kenskrivañ kommunour, gant ar pal unaniñ lodennoù disheñvel Europa. Awenet gant komzoù Marx hag Engels, lig-ar-re-just, aozadur sokialour, a gemm da lig kommunour.

Meur a wech e rankas Engels hag e vignon Marx tec'hout ha cheñch bro

Diwar goulenn al lig kommunour e krog Marx e 1847 da skrivañ a zivoud priñsipoù kommunour Engels. An oberenn-se a vo echuet e 6 sizhunvezh ha skrivet e doare da reiñ ar priñsipoù kommunour oberiabl d'an holl. Manifesto ar trollad kommunour ez eo. Embannet e vez dre guzh e miz c'hwevrer 1848.

Goude dispac'hoù 1848 e vez skarzhet Engels ha Marx eus Belgia. E Kologn en em staliont neuze. Hag ur gazetenn nevez a embannont : Ar gazetenn Rhenan.

Engels a gemer perzh birvidik e dispac'h alaman 1848. Eñ zo o labourat evit emsav Elberfeld. Emganniñ a ra e pradeier Badn a-enep d'ar brusianed e kerzh miz even ha miz eost 1849. Skoazell-kamp ez eo da August Willich, mestr argad, leader an arme dipac'hour a Vaden-Palatinat.

E 1849 e rank Engels a Marx kuitaat ar vro ha mont da Londrez.

An dilennidi prusiad a lak gwask war r saozon da skarzhañ an daoù zen, met ar c'hentañ ministr Lord John Russell a ro dezho ur respont negativel. Gant degasadennoù arc'hantel Engels e vev familh Marx. Paour int da neuze.

A-benn sikour arc'hantiñ Marx e kav Engels ul labor dindan kazel e dad e Manchester. Adloc'hañ a ra evit mont da Londrez e 1870. Dedennet ez eo gant ar benelouriezh. Gwelet a ra neuze fall an dimeziñ : evel ur mestroni eus ar paotr war ar plac'h

Azalek 1864 e stourm e touez ar c'hentañ etrevroadel beteg he zileizhadur e 1876.

Embann a ra da heul Sokialouriezh utopik ha sokialouriez skiantel e 1880. Goude marv Marx e 1883 e stroll e vrouilhedoù a benn ma vefe asur embannadur al levrennoù II ha III eus an oberenn Ar c'hevala. Kemer a ra ivez e karg embannadur ha troidigezh testennoù all c'hoazh eus dorn Marx. Labour a ra ivez a unanadur ar strolladoù labourer Marxour disheñvel e touez an Eil etrevroadel.

Mervel a ra e Londrez e 1895, hep bugel ebet.

Diwar e skridoù pouezus, e stourm kommunour, e labour embann testennoù pouezus Marx ez eo diskouezet Engels evel un dave meur eus ar gommunouriezh. Koulskoude, embannadur an dornskridoù a orin o deus diskouezet e oa bet kemmet skridoù Marx gant Engels a-raok ar moullañ, betek cheñch ster a-wechoù.

N'en deus Friedrich Engels lezet bugel ebet war e lec'h