2 Kerzu
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 2 a viz Kerzu)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1804 : Napoléon Bonaparte aet da Impalaer (Napoleon Iañ).
- 1805 : trec'h lu Napoléon Bonaparte war reoù Aostria ha Rusia da geñver Emgann Austerlitz (Slavkov u Brna, er Republik Tchek a-vremañ).
- 1942 : kentañ pil atomek gant ar fizikour italian Enrico Fermi e Chicago.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1710 : Carlo Antonio Bertinazzi (Carlin e anv-teatr), dramaour ha komedian italian († 6 a viz Gwengolo 1783 e Pariz).
- 1830 : Yann-Vari Gwilhoù, beleg, bet savet meur a gantik e brezhoneg (Patronez dous ar Folgoad en o zouez) gantañ († 1añ a viz Gwengolo 1887 e Penmarc'h).
- 1846 : Pierre Waldeck-Rousseau politikour gall († 10 a viz Eost 1904 e Corbeil-Essonnes).
- 1859 : Georges Seurat, livour gall († 29 a viz Meurzh 1891 e Pariz).
- 1923 : Maria Callas, kanourez c'hresian († 16 a viz Gwengolo 1977 e Pariz).
- 1962 : Victor Angel Bolzoni, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
Marvioù [kemmañ]
- 1814 : Donatien Alphonse François de Sade, skrivagner gall (° 2 a viz Mezheven 1740 e Pariz).
- 1849 : Yann ar Gwenn pe Dall-ar-Gwenn (Jean-François-Marie Le Guen e galleg), kaner ha saver sonioù, (° 24 a viz Kerzu 1774 e Plougouskant).
- 1918 : Edmond Rostand, dramaour ha skrivagner gall (° 1añ a viz Ebrel 1868 e Marselha (Bouches-du-Rhône)).
- 1969 : Kliment Vorochilov, politikour ha milour soviedat (° 23 a viz Genver 1881 e Lysychansk (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
- 1977 : Ernest ar Barzhig (Ernest Pierre Marie Le Barzic diouzh e anv gallek), mestr-skol ha skrivagner brezhonek (° 4 a viz Mae 1917 e Kaouenneg-Lanvezeeg).
- 1980 : Angèle Vannier, barzhez vreizhat (° 12 a viz Eost 1917 e Sant-Servan).
Lidoù [kemmañ]
- Katoligiezh:
- Sant an deiz : Sant Tudeg.