Unter den Linden
Unter den Linden (« dindan ar gwez tilh ») a zo ur vali vrudet e Berlin, etre Pariser Platz (kostez reter Brandenburger Tor) war-du ar c'hornôg betek Schlossbrücke.
[kemmañ] Istor ha savadurioù
Er XVIvet kantved ne oa nemet un hent douar, treset e 1573 diwar urzh ar priñs-dilenner Johann Georg. D'ar mare-se e oa ul liamm etre Berliner Stadtschloss ha Tiergarten.
Goude Brezel Tregont Vloaz, pa oa Alamagn o c'houzañv goude distruj ar brezel, e c'houlennas Friedrich Wilhelm Iañ Brandenburg ma vefe aozet balioù ha liorzhioù nevez. Ar vali a voe savet neuze diwar steñv ar priñs Johann Moritz, hag an hent a zeuas d avezañ ur vali, plnatet warni 1000 gwezenn-graoñv ha 1000 gwezenn-dilh. D'ar mare-se e oa anvet Straße des 17. Juni. Kolonenn an trec'h (Siegessäule) a voe lakaet en he fenn.