Mattersburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mattersburg (alamaneg)
Nagymarton (hungareg)
Materštof (kroateg Burgenland)

Skoed-ardamez Mattersburg
Skoed-ardamez Mattersburg

Riez Aostria
Rannvro / Stad kevredet Burgenland
Kod post 7210
Kod pellgomz (43) 2626
Maer (Bürgermeisterin) Ingrid Salamon (sokialourez)
Gorread 28.2 km²
Hed 16° 24' R
Led 47° 44' N
Uhelder 258 m
Poblañs hep kontoù doubl 6 256 (2001)
Stankter 221.84/km²

Kartenn lec'hiañ Mattersburg

Mattersburg (betek 1921: Mattersdorf, hungareg: Nagymarton, kroateg Burgenland: Materštof), diazezet en XIvet kantved a zo ur gêr a stad kevredet Burgenland, Aostria. Bez' e oa unan eus kreizennoù sevenadurel pouezusañ ar yuzevien aostrian betek aloubidigezh ar vro gant an nazied e 1938. Drouklazhet e voe 100 bennak a yuzevien eus Mattersburg ha harluet ar peurrest anezho, en o zouez Jaakov Pinkas a yeas da ministr en Israel diwezhatoc'h ha Richard Berczeller, skrivagner ha medisin brudet. Kiryat Matersdorf, ur gêr haredi en Israel, a zo bet anvet diwar anv kozh Mattersburg.

Monumantoù heverk[kemmañ]

  • Iliz katolik (1390)
  • Pestsäule ("piler ar vosenn")
  • Bered yuzevek

Gevelliñ[kemmañ]

Gevellet eo Mattersburg gant Kapuvár (Hungaria).

Liammoù diavaez[kemmañ]