Lovisa Ulrika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Luise von Preußen zo ivez.
Ar rouanez Lovisa Ulrika (war-dro 1744), poltredet gant Antoine Pesne

Luise Ulrike von Preußen, pe Lovisa Ulrika, ganet d'ar 24 a viz Gouhere 1720 e Berlin ha marvet d'ar 16 a viz Gouhere 1782 e kastell Svartsjö, a oa ur briñsez alaman, eus Prusia, deuet da vout rouanez Sveden. Merc'h e oa da Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg ha c'hoar da Frederig II Prusia. Dimeziñ a reas en 1744, en he 24 bloaz, d'ar priñs Adolf Fredrik, a voe anvet da roue Sveden ha Finland e 1751, ha hi da rouanez. Klask a reas adsevel an hollveliegezh.

Priñsez[kemmañ]

Ar bempvet eus c'hwec'h c'hoar Frederig II, roue Prusia e oa. Dont a rae hec'h Ulrique anv eus he maeronez, Ulrika Eleonora Sveden. Kontrol d'he breur ha d'he c'hoarezed henañ n'he doa ket doñjer ouzh an aferioù soudarded, hag abalamour da se e plije d'he zad.

He c'hoar Amelie an hini a oa bet dibabet gant kannad Sveden da zimeziñ da zanvez-roue Sveden. Luise avat a vroudas Amelie da nac'h dre ziskouez dezhi e rankje dilezel ar galvinegezh evit kemer al luterianegezh. Amelie a nac'has an dimeziñ-se eta, ha Lovisa a gemmas he relijion divorc'hed da zimeziñ, da 24 bloaz, da briñs pennhêr Sveden, skoazellet gant he breur Frederig, a gave gwell an dimeziñ da Amelie da gentañ, aesoc'h he zro-spered ha troet muioc'h da blegañ da youl he breur da zifenn savpoent Prusia. A-du gant an eured-se ivez e oa Elisabeth Iañ Rusia.

Pan eas he fried da roue e 1751 e klaskas e lakaat da adsevel an hollveliegezh ha da ziskar galloudar breujoù, met aner e voe.

Brudet e oa da vezañ desket, ha palez ar vlizidigezh e oa he lez e Drottningholm.


Bugale[kemmañ]

Lovisa Ulrika, poltredet e gant Alexander Roslin en 1775

Pemp bugel he doe gant Adolf Fredrik :

Lec'hanvadurezh[kemmañ]

Kêr Loviisa en Finland zo bet anvet en enor dezhi.

En he raok:
Ulrika Eleonora Sveden
Rouanezed Sveden
Blason France moderne.svg
Lovisa Ulrika
War he lerc'h:
Sofia Magdalena Danmark

Pennadoù kar[kemmañ]