Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg
poltredet gant Govaert Flinck, e 1652
Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg, pe Friedrich Wilhelm von Brandenburg en alamaneg (Berlin 1620-1688), a oa priñs-dilenner Brandenburg. Lesanvet e voe an Dilenner Meur dre ma voe ur politikour ampart. Difenn a reas ar Galvinegezh.
Taolenn |
[kemmañ] Hêrezh
Markgrav ha Dilenner Brandenburg e oa, ha Dug Kleve, Kont Mark, ha Dug Prusia.
[kemmañ] En diabarzh
Lakaat a reas sevel ur verdeadurezh wirion, kentañ hini istor Prusia, ha gallout a raio kaout tri forzh en Afrika, daoust da enebiezh ar broioù all, hag Enez Arguin, e Maoritania, a oa unan eus ar re-se. Graet e veze kenwerzh ar sklaved etre Afrika hag Amerika. E 1693 e vo kaset d'an Antilhez gant Brandenburgiz div wech kement a sklaved hag ar Saozon, ha teir gwech kement hag an Izelvroiz. War al listri avat eo heñvel buhez ar vorianed: skourjezadoù, gloaz ha lazh, kastizoù kriz, muturniañ a-wechañ.
En e amzer e kreskas domani an Tiegezh Hohenzollern eus 33150 km² da 112660 km², gant ur milion hanter a annezerien ouzhpenn.
Gant embann Potsdam e 1685 e roas bod d'ar brotestanted c'hall heskinet en o bro, 3000 anezho eus kêr Metz a zeuas da chom da Berlin hag a ziorroas kêr.
Mervel a eure d'an 9 a viz Mae 1688 e Potsdam, ha beziet en iliz-veur Berlin. E vab Frederig III Brandenburg a voe dilenner war e lerc'h, a-raok bezañ anvet da roue evel Frederig Iañ (Prusia) .
[kemmañ] Dimezioù
Dimeziñ a reas e Den Haag e 1646 da Luise Henriette von Oranien (1627–1667), merc'h-vihan da Gwilherm an Tavedeg, priñs eus an Izelvroioù. C'hwec'h bugel o doe.Mervel a reas Luise e 1667 .
Bloaz goude ec'h addimezas Frederig Gwilherm e Gröningen, da Dorothea Sophie von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Glücksburg.
[kemmañ] Mibien
C'hwec'h bugel o doe Frederig Gwilherm ha Luise, hogen ne vevas nemet tri mab:
- Karl Emil (1655–1674);
- Frederig Iañ (Prusia) (1657–1713);
- Ludwig (1666–1687), pried kentañ Ludwika Karolina Radziwiłł.
Seizh bugel en doe gant Dorothea:
- Philip William (1669–1711),
- Marie Amalie (1670–1739),
- Albert Frederick (1672–1731),
- Charles (1673–1695),
- Elisabeth Sofie (1674–1748), a zimezas da Christian Ernst of Brandenburg-Bayreuth ( 1644 - 1712) e miz Meurzh 1703.
- Dorothea (1675–1676),
- Christian Ludwig (1677–1734), a voe kinniget dezhañ Brandenburgische Konzerte Johann Sebastian Bach.