Sofia Albertina Sveden

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sofia Albertina Sveden (1753-1829)
Sofia Albertina Sveden

Sofia Albertina Sveden, pe Sophia Maria Lovisa Fredrika Albertina ( 1753–1829), a oa ur briñsez svedat, priñsez-abadez abati Quedlinburg, unan eus stadoù bihan niverus an Impalaeriezh Santel Roman German.

Taolenn

He buhez [kemmañ]

Merc'h da Adolf Fredrik, roue Sveden, ha d'e bried Lovisa Ulrika, rouanez Sveden. Priñsez a Sveden e oa eta, priñsez eus Holstein-Gottorp, ha priñsez-abadez, c'hoar d'ar roue Gustav III. Anvet e oa diwar anvioù he div vamm-gozh: Sophie Dorothea Hannover, rouanez Prusia, hag Albertina Frederica von Baden-Durlach.


Ezel e oa eus Accademia di San Luca. Dizimez ha divugel e chomas.

He buhez [kemmañ]

E lez Sveden [kemmañ]

Sofia Albertina haghe breur yaouankañ, Fredrik Adolf Sveden, a oa bugale karetañ o mamm, Lovisa Ulrika, ha tost an eil ouzh egile. Sofia Albertina a vevez e lez he mamm ha dindan he beli betek he marv e e 1782.

E 1778 e voe savet brud gant he mamm, ar rouanez trederannerez, en doa lakaet ar roue Gustav III ober e vab gant ar c'hont Adolf Fredrik Munck, ha mont a reas Sofia Albertina ha Fredrik a du gant o mamm[1].
En 1780 en em gavas karroñs ar rouanez trederannerez ha Sofia Albertina gant re ar Roue hag ar Rouanez, Sophia Albertina avoided a confrontation by waving at the royal couple, thereby hiding her mother from view. [2]. </ref>

En 1781 e savas bec'h etrezi hag he breur roue, a voe hogos dezhañ harluañ anezhi eus al lez pa nac'has ar rouanez-vamm leuskel he merc'h da ober he leoù a zoujañs d'ar rouanez. Plaenaet e voe an afer gant he c'hoar-gaer Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp.

Pa varvas o mamm ez eas gant he breur Fredrik da zeviñ paperioù o mamm a-raok ma c'helljent bezañ gwelet gant ar roue.

En Stockholm e voe savet ur palez dezhi, anvet Arvfurstens Palats hiziv.

Sophia Albertina ne oa ket brudet da vezañ na speredek na koant, met plac'h a galon e oa, ha troet da ebatal ha da gemer perzh er festoù a veze e lez he breur Gustav III hervez a skrive he c'hoar-gaer Hedvig Elizabeth Charlotte en he deizlevr. Sophia Albertina ne gare ket gwelout ober droug d'ar maouezed ha meur a wech ec'h emelle pa gave dezhi e oa bet graet vil el lez d'ur vaouez, evel pa deue he breur Gustav III da grozal d'an dimezelled a enor a veze o c'hoari pezh e c'hoariva al lez, pe pa oa bet roet ur gador fall d'he c'hoar-gaer er c'hoariva, ken he devoa tamallet Sofia Albertina he c'hoar-gaer da chom hep difenn he gwirioù . [3] Klask a reas sikour Magdalena Rudenschöld da goulz irienn Armfelt, ha dont a reas a-benn da virout ouzh he c'hondaonidigezh d'ar marv. [4]


Notennoù [kemmañ]

  1. Alma Söderhjelm (1945). Gustav III:s syskon (Breudeur ha c'hoar Gustav III) Stockholm: Albert Bonniers Förlag. 23033 (Swedish)
  2. Gustav III:s syskon (Breudeur ha c'hoar Gustav III) Stockholm: Albert Bonniers Förlag. 23033 (Swedish)
  3. Alma Söderhjelm (1945). Gustav III:s syskon (The siblings of Gustav III) Stockholm: Albert Bonniers Förlag. 23033 (Swedish)
  4. Alma Söderhjelm (1945). Gustav III:s syskon (The siblings of Gustav III) Stockholm: Albert Bonniers Förlag. 23033 (Swedish)