Karl XIII

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Karl XIII
Roue Sveden

Karl XIII (1748-1818) a oa ur priñs svedat, Dug Södermanland da gentañ, ha goude-se roue Sveden adalek 1809, ha roue Norge, evel Karl II, adalek 1814 betek e varv e 1818 .


Taolenn

[kemmañ] E vuhez

Eil mab ar roue Adolf Fredrik e oa. E vamm, Lovisa Ulrika, a oa c'hoar da Frederig II Prusia.

[kemmañ] E ren

Ren a reas pa oa bet diskaret e niz Gustav IV Adolf, mab d'e vreur ar roue Gustav III, gant un taol-stad.

[kemmañ] Dimeziñ ha bugale

Dimezet e oa d'ar briñsez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, hogen bugel ebet n'o doe. Se zo kaoz e voe advabet gante ar jeneral gall Bernadotte.

Ur mab en doa bet a-raok e eured avat, gant e serc'h Augusta von Fersen‎:

Serc'hed all en doa bet ivez: Charlotte Eckermann, Charlotte Slottsberg , Lolotte Forssberg, Mariana Koskull ...

[kemmañ] E varv

Mervel a reas e miz C'hwevrer 1818, e bried a varvas pevar miz goude, e miz Mezheven. Bernadotte a renas war e lerc'h.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all